Piko (aroueziet p) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-12.

Ar pikofarad eo an unanenn da vuzuliañ bec'hiad dougelloù bihan a vez implijet stank en elektronek.

Kadarnaet e voe gant 11vet Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e 1960.

Dont a ra eus ar ger italianek piccolo "bihan".

  yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | kanti | deki | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota