Piranshahr (پیرانشهر e perseg ; پیرانشار e kurdeg ; Piranşəhr en azeri) zo ur gêr vras eus Iran, e proviñs Azerbaijan-e-gharbi (Azerbaidjan ar gornaoueg).

Piranshahr

Unan eus brasañ kêrioù Kurdistan Iran eo. Kurded, ha kurdegerien, eo ar darn vrasañ eus an dud enni (90%). Kreskiñ a ra kalz an niver a annezidi : war-dro 430 000 e oant e 2016, pa ne oant nemet 300 000 e 1996.

Unan eus koshañ kêrioù Iran eo.