Ur beriferell, pe adstramm, eus ar reoù bouezusañ en ur c'hompoder eo ar b- pladenn galet. Posupl eo gwelet ar bladenn galet evel ur vagazenn a c'heller klenkañ madoù enni evit kerc'hat anezhe diouzh an ezhommoù.

Diabarzh ur bladenn galet e-lec'h ma weler ar penn lenner-skriver o fiñval war ar bladenn galet

An data eo ar madoù klenket en ur bladenn galet. Lavaret a reer ec'h eo ar bladenn galet un unvezh klenkañ data.

Graet eo ur bladenn galet gant pladennoù magnetek, a zo o roll miret an data enskrivet, gant pennoù lenn/skriv, gant ur wikefre plasañ ar pennoù ha gant ur sistem elektronikel a zo e labour tretiñ an data o tont eus ar c'hompoder, dre heuliañ protokoloù ren ha treuzdougen data evel ATA ha SCSI.

Bihanoc'h eget 1 milimetr eo tevder pladennoù ur bladenn galet. Graet int gant ur c'hendeuzad metal skañv ha goloet eo o gorreoù gant ur gwiskad tanav a bartikulennoù magnetizet a c'hell bezañ cheñchet o reteradur evit kodiñ an talvoudoù binarel 0 ha 1.

Kontrollet eo brec'h plasañ ar pennoù lenn/skriv gant ur c'heflusker pe motor pazenn-ha-pazenn. Dre un dilec’hiadur anklel e tremen ar vrec'h eus un eil roudenn enskrivañ d'eben. Gant un eil motor e-kreiz ar stramm e vez lakaet ar pladennoù da droial gant tizhoù etre 5400 tr.mun-1 evit ar reoù ar muiañ ordinal ha 15000 tr.mun-1 evit ar reoù varrekañ.

Dre un efed koldre-aer produet gant tizh troial uhel ar pladennoù e vez dalc'het distok ar pennoù diouzh gorre a-us ha gorre dindan ar pladennoù.

Rezañ a reont ar gorreoù a dostoc'h eget 1 mikron. Evel-se e c'hellont lenn pe skrivañ, dre intent pe dre cheñch reteradur ar partikulennoù.

Ur penn lenn/skriv zo da bep fas ur bladenn. Kensolut war ar memes brec'h eo an holl bennoù ha, dre se, e tiraezont d'ar memes koulz ar memes roudennoù war ar pladennoù. Formiñ ur silentr a ra ar memes roudennoù-se, dezhe ar memes niverenn urzh. Hag, abalamour da se ez eus kement a silentroù hag a roudennoù war bep fas da pep pladenn.

Neuze bez' e c'hell kement dataenn enskrivet war ur bladenn galet bezañ diraezet dre he chomlec'h fizikel termenet evel-mañ : pladenn, fas, roudenn, sektor.

Geriaoueg

kemmañ
  • pladenn galet disque dur
  • periferell, adstramm périphérique
  • unvez klenkañ data unité de stockage de données
  • pladenn vagnetek plateau magnétique
  • penn lenn/skriv tête de lecture/écriture
  • gwikefre plasañ ar pennoù mécanisme de positionnement des têtes
  • motor pazenn-ha-pazenn moteur pas à pas
  • efed koldre-aer effet de coussin d'air