Plomarc'h Pella zo ur gêriadenn eus Douarnenez, savet en Henamzer.

Ti sallañ Plomarc'h Pella eus an Henamzer

kemmañ

Labouradeg Plomac'h Pella eo an ti sallañ sardined kozh ar muiañ anavezet e Bae Douarnenez. Eno ez eus pevar savadur ingalet en draoñiennig ha war an div uhelenn a bep tu dezhi. N'eus diskouezet nemet unan eus ar savadurioù staliet en draoñienn.

Ken mat eo bet miret ken eo ur skouer dibar e Galia.

Abaoe ar I kantved e oa bet tud o chom eno, met ne oa bet savet tiez nemet e derou an IIvet kantved. E fin an IIvet kantved, goude daou brantad berzh, e oant bet distrujet avat. Er IVe kantved e oa bet staliet ur c'hovel war al lec'h ha tud a oa bet o chom eno betek an XIIvet pe an XIIIvet kantved. D'ar mare-se e oa bet savet ur savadurig hag ur vered war an uhel hag un nebeud lochoù en traoñ.

An danvezioù implijet

kemmañ

Graet oa bet ar mañsonadurioù gant pri-raz traezh ha raz naturel bet produet moarvat diwar gwiskadoù maen-raz ar bae. Dont a ra an traezh eus plaenadenn an dachenn. Implijet e veze pri-raz ha tammoù teol evit didreuzusted ar savadur. Prientet e veze ar pri-raz-se diwar brikennoù ha priajoù pilet a veze mesket gant raz, pezh a zispleg al liv roz-brik.

War ar monumant e c'haller gwelet e oa bet treset ar juntoù gant un houarn.

Ar mein a zeue eus ar mengleuzioù tro-war-dro hag eus Traezhenn ar Gored, evel ma vez diskouezet gant ar c'hregin kravan a c'haller gwelet war un nebeud mein-moger.

Sed amañ ostilhoù ar venerien vein: ar mailhig evit tennañ ar bloc'hoù eus ar mengleuzioù, ar genn, ar morzhol-benañ evit rafantiñ ar mein-moger, ar minaoued, ar gizell eeun, ar gizell dantek evit reizhañ gorre ar mein, ar gizell-gleuz, hag ar skouer gant e reolenn dereziet evit tresañ.

Ar framm hag an doenn

kemmañ

C'hoarvezout a rae toenn ar savadur eus teol plaen rizennek (tegula) ha teol damront (imbrex), siellet gant pri-raz evit didreuzusted ar savadur. Pounner e oa an hollad gant 80 kg dre m2.

Diazezet e oa an doenn bounner-se war ur framm emzoug ma oa mañsonet he feulioù e pignonioù ar savadur, diazezet war mañsonadurioù ar beolioù, ar pezh a ingale hollad ar pouez.

Adkavout a reer hengoun ar frammadur-se e koc'huioù ar Grennamzer evel e Ploueskad.

Ar gêriadenn en XIXvet kantved

kemmañ

Ur gêriadenn peskaeterien e oa. Peskataet e veze dreist-holl e-pad an hañv; labourioù all a bep seurt a veze kaset da benn gant paotred ar gêriadenn ar peurrest eus ar bloaz.

E 1820 e oa eno tri zoneller, ur mañsoner, un heskenner war stern, ur bener, martoloded e servij ar Roue, mevelien ha labourerien-douar.

A-raok 1848 ne veze ket meneget labour ar merc'hed gant ar marilhoù at boblañs. Adalek ar bloavezh-se avat e ouzomp e oa gwragez er gêr, divoullerezed, rouederezed.

Bez' e oa ivez, e 1820, 23 zi ha 3 "c'hozh ti", er gêriadenn, pep a liorzhig sko outo. An dud-se a ranne ivez ur park dezhañ meur a logell war an anv evit labourat an douar.

Ur forn-vara a oa e-kichen an ti-feurm zo anezhañ hiziv an deiz.

Diglink a-walc'h e oa an ti: mogerioù greunit, hag int livet gant un indu, ul leur douar palumet, un doenn savet gant soul segal ha da c'houde gant mein-glas.

An holl diez a oa troet o c'hein da avel yen an norzh ; boas e veze an dud a oa o chom enno da wennaat ar mogerioù gant raz da Ouel Mikael evit yac'husaat ha sklaeraat anezho a-raok ar goañv, abalamour ma'z ae ar mogerioù war zuaat gant moged an tan en oaled.

Ouzhpenn c'hwec'h den a veve e pep ti. Bugale a veze ganet bep daou vloaz enno met kalz anezho a varve hag int yaouank c'hoazh.