Plotina, pe Pompeia Plotina, a oa pried an impalaer roman Trajan, hag impalaerez eus 98 da 117.

Poltred Plotina

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Lucius Pompeius ha Plotia, o devoa darempredoù e-touez an dud uhel. Ganet e oa marteze en Escacena del Campo, en Hispania Baetica, en amzer an impalaer Neron.Met tud zo o deus bet meneget kêr Nîmes, en Narbonensis.

War-dro 75/76, a-raok 86 a dra sur, e timezas da Marcus Ulpius Traianus a zeuas da vout Caesar en 97, hag impalaer roman er bloaz 98. Bugel ebet n'o doe.

Brudet e oa he ferzhioù gwreg-ti roman. Hervez oberourien hec'h amzer e oa desket, speredek, ha dilorc'h[1],[2], vertuzius ha deol[3].

Troet e oa gant ar brederouriezh.

Harp a roas da Hadrian, ha pa varvas Trajan en 117 e seblant bezañ kiriek ma voe dibabet Hadrian da impalaer. En 100 e voe kiriek ivez da eured Hadrian gant Vibia Sabina, nizez da Trajan. Abaoe e zek vloaz edo Hadrian dindan evezh Trajan ha Publius Acilius Attianus.

Mervel a reas Trajan e Selinus en Eost 117, p'edo war e hent da Roma, goude ur c'hleñved grevus.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Plinius ar Yaouankañ, Panægyricus Traiano Augusto, 83.
  2. Dion Cassius, Historia romana, levrenn LXVIII, 5.
  3. Julian Bennett, Trajan. Optimus Princeps, Routledge, 1997, p. 59.