Politikerezh rannvro Unaniezh Europa

Politikerezh rannvro Unaniezh Europa, pe c'hoazh politikerezh kenstagusted ekonomikel, sokial ha tiriadel Europa a zo e bal diorren rannvroioù Europa en un doare kendoniet ha kenstag.

Diwar intrudu Kengor Europa, a oa renet gant Jacques Delors, e voe lakaet kenstagusted ekonomikel ha sokial Europa er Skrid Unel e 1986. Divizet e voe gant ar stadoù izili kement-mañ : a-benn broudañ un diorren kendoniet evit ar Gumuniezh en he fezh e tiorren ha kendalc'h homañ hec'h obererezh evit kreñvaat he c'henstagusted ekonomikel ha sokial. Mennout a ra ar Gumuniezh dreist-holl bihanaat ar forc'hadenn etre ar rannvroioù ha dale ar rannvroioù paourañ.

Anv zo eus lakaat e pleustr Disklêriadur Schuman d'an 9 a viz Mae 1950 : Europa ne vo ket graet en un taol, nag en ur savadenn hollek kennebeut : graet e vo gant oberiantizoù fetis a grouo da gentañ ur genskoazell da dra. Ouzhpenn-se e venn kevreadelerien zo diorren ur seurt Europa ar rannvroioù. Erfin emañ 12 stad nevez o paouez mont e-barzh Unaniezh Europa (10 e miz Mae 2004 ha 2 e miz Genver 2007), hag anv a zo eus ur politikerezh kenskoazell evito, evito da c'hounit war o dale e-keñver diorren.

Palioù ar politikerezh rannvro

kemmañ

E 2008 ez eus en Unaniezh Europa 271 rannvro, digempouez o live diorren. Meur a zilañs a zo gant rannvroioù zo : PDK izel, enezennadur, ekonomiezh gwallet gant adframmadurioù ekonomikel...

Mennout a ra ar politikerezh rannvro bihanaat an diforc'hioù ekonomikel ha sokial-se etre rannvroioù an Unaniezh, a noaz ouzh savidigezh un hollad kenstag ha buhezek. Diazezet eo ivez war deorienn an emsavioù keñveriet a ziskouez an tuioù mat eus kreskiñ an eskemmoù etre ar broioù, war-bouez ma vez ul live diorren damheñvel gant ar broioù-se. Kadarnaet eo bet ar pal-se gant Jacques Delors en e vuhezskrid : "Nec'het e oan gant kempouez etre roll ar marc'had hag ar reoliata, gant ar politikerezhioù kunduiñ ha kerreizhañ". Harpañ a ra erfin war un argerzh geografel, oc'h istimañ o deus ar geodediz european lec'hiet en un tiriad dibourvez nebeutoc'h a spletoù evit taliñ ouzh an dazont.

A-benn plaenaat ar stad-mañ eo bet difennet abred-tre pennaenn ar genskoazell gumuniezhel gant an Unaniezh. Tremen a ra ar genskoazell-se gant ur souten lec'hel, hervez an ezhommoù lakaet splann, met ivez gant palioù hollek evit diorren an Unaniezh.

Hiziv e venn ar politikerezh rannvro bihanaat an diforc'hioù etre ar rannvroioù dre harp tri fal boutin d'an holl rannvroioù : harpañ al labour, luskañ ingalded ar chañsoù (etre ar wazed hag ar maouezed peurgetket) ha gwarediñ an endro. En ur zoujañ ouzh an teir fennaenn-se an hini e rank pep obererezh rannvro an Unaniezh bezañ lakaet e pleustr.

Ar politikerezh rannvro a-raok 2000

kemmañ

Abaoe 1957 e voe meneget gant feur-emglev Roma, er rakskrid, ar redi da greñvaat unander an ekonomiezhioù ha da warediñ o diorren kempouez en ur vihanaat an diforc'hioù etre ar rannvroioù, ha dale an tiriadoù dibourvez. Diwar-se e voe krouet daou font dre sekteur : Font sokial Europa (FSE) ha Font Europa evit heñchañ ha gwarantiñ al labour-douar (FEHGL/FEOGA). E 1975 e voe krouet Font Europa evit diorren ar rannvroioù (FEDR/FEDER). E bal eo dasparzhañ ul lodenn eus budjed ar gumuniezh d'ar rannvroioù tapet dale e-keñver diorren ganto.

E 1986 an hini e voe raktreset ur politikerezh kenskoazell frammet gant Skrid Unel Europa. Hervez mennozh ar sinerien e rank degas ur c'hontrel-fed da redioù ar marc'had boutin evit broioù ar Su hag ar rannvroioù displet all.

Ar politikerezh rannvro etre 2000 ha 2006

kemmañ

Ul lodenn vras eus budjed an Unaniezh

kemmañ

Er c'houlzad 2000-2006 eo budjed ar politikerezh rannvro 257 miliard euro. An eil dispign brasañ eo e budjed an Unaniezh (37%), goude politikerezh boutin al labour-douar (PAC:43%).

Da Vro-C'hall e voe roet ouzhpenn 17 miliard euro.

Roet e vez ar yalc'had-se gant Kengor Europa war-bouez un nebeud stuzioù (implij mat an arc'hant, treuzwelusted...) d'ur bennadurezh (anvet "pennadurezh merañ") dileuriet gant pep stad ezel. Harpañ a ra ar bennadurezh-mañ da ziorren raktresoù e rannvroioù an Unaniezh en ur genarc'hantiñ anezho (da skouer e tibab, e kenlabour gant ar pennadurezhioù lec'hel hag european, da genarc'hantiñ gant 20% un imbourc'hva klaskerezh en ur skol-veur pe gant 50% sikour an dud lakaet diaes da gaout o aotre-bleinañ).

Koulskoude e vez roet an fontoù hervez palioù resis ha pennaennoù a zo sañset gwarediñ o an efedusted, ha war-bouez ma vez meret strizh ar font gant ar bennadurezh dileuriet.