Poltred Lucrezia Panciatichi

taolenn gant Agnolo Bronzino
Poltred Lucrezia Panciatichi
Agnolo Bronzino, war-dro 1545
Eoullivadur war goad
101 × 82,8 cm
Uffizi
Firenze
Italia

Poltred Lucrezia Panciatichi zo unan eus ar brudetañ taolennoù livet gant an arzour italian Agnolo di Cosimo, anavezet evel Bronzino. War-dro 1545 e voe echuet an oberenn, un eoullivadur anezhi, hag emañ bremañ war ziskouez en Uffizi e Firenze, en Italia.

Lucrezia di Sigismondo Pucci a oa gwreg da Bartolomeo Panciatichi, ur skrivagner eus kêr Firenze, hag ur politikour, poltredet ivez gant Bronzino , ha diskouezet ivez en Uffizi .

Skrivañ a rae Giorgio Vasari e kave an daou boltred "ken naturel ma hañvalont bout bev". An dispakañ dilhad pinvidik ha bravigoù a oa graet da ziskouez renk uhel ar vaouez hag ivez doareoù eus he fersonelezh dre un aroueziadeg luziet (evel er frazenn "Amour dure sans fin" war an dro-c'houzoug aour, a ra dave d'un arnodskrid diwar-benn ar garantez skrivet evit Dug-Meur Firenze, Cosimo I de' Medici, e 1547.

Agnolo di Cosimo, lesanvet Il Bronzino, a voe ur poltredour brudet eus amzer ar Manierismo, levezonet gant Pontormo.

An dorn kleiz
An dremm

Gwelout ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Olivar, M., Cien obras maestras de la pintura, Biblioteca Básica Salvat, 1971. ISBN 84-345-7215-X