Poltred an Doge Leonardo Loredan
Poltred an Doge Leonardo Loredan | |
Giovanni Bellini, 1501 | |
Eoullivadur war goad | |
61,6 × 45,1 cm | |
National Gallery | |
Londrez | |
Poltred an Doge Leonardo Loredan zo ul livadur gant an arzour italian Giovanni Bellini, er bloavezh 1501. War ziskouez emañ en National Gallery e Londrez.
Gwelout a reer Leonardo Loredan, Doge Venezia eus 1501 da 1521, en e zilhad lid. An tog war e benn, a veze graet “corno” anezhañ, a veze douget war ur seurt boned lien.
Ar c'hiz e oa e Venezia lakaat poltrediñ ar renerien en o dilhad ofisiel. Brudet e oa an arzour abalamour d'e boltredoù.
Liamm diavaez
kemmañ