Pont Alcántara (Toledo)
pont e Spagn
Ur pennad Pont Alcántara zo ivez.
Pont Alcántara (eus ar ger arabek القنطرة al-qanţaratu, "ar pont") zo savet dreist ar stêr Tajo, e kêr Toledo (Spagn), e-harz kastell San Servando, stok ouzh ar Puerta de Alcántara.
Istor
kemmañSavet e voe en amzer kêr Toletum ar Romaned. Unan eus pontoù kêr e oa, ha drezañ e ranke ar birc'hirined tremen. Gwarezet eo gant div zor e pep penn dezhañ, unan a zo barok hag eben krennamzerel. Meur a wech eo bet distrujet en amzerioù ar Reconquista, hag adsavet.
Monumant broadel eo abaoe 1921.