Pont Gras zo ur savadur galian-ha-roman etre Sant-Lefer ha Gwenrann, er Briwer.

Deskrivadur

kemmañ

Emañ Pont Gras war ar wenojenn etre kêriadenn Kerbourc'h, e kumun Sant-Lefer, ha kêriadenn Gras, e kumun Gwenrann. Gantañ e c'haller treuziñ ar stêr Mes, nebeut a-raok geunioù Pompas.

Ur roudouz eo kentoc'h eget ur pont : graet eo gant melloù mein plad steudet lakaet war al leur a-hed meur a zek metr, a-dreuz ar stêr, e-mesk ar c'horz. E-kreiz eo bet uhelaet ar maen bras evit lakaat ar Mes da redek dindanañ. Ar hollad a ra ur seurt stankellig hag er goañv e c'hall ar roudouz bezañ beuzet e lec'h pe lec'h.

Ar pont a vefe eus ar mare galian-ha-roman, tro ar I kantved[1][2].

Goude bezañ disac'het ar maen kreiz eo bet renevezet ar pont e 2014[3].

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. (en) «Pont de Gras» war The Megalithic Portal
  2. (fr) «Pont Gallo-Romain de Gras [ROGRAS ]» ul lec'hienn diwar-benn mein-veur ar bed
  3. kannadig-kêr Sant-Lefer, miz Kerzu 2014