Kas ent diaser roadennoù gant lies neudenn a vez anvet treuzkas roadennoù a-stur. Kaset e vez gant porzhioù a-stur an urzhiataerioù hiniennel 8 bit (un eizhbit) ent diaser gant 8 neudenn a ra d'ober ar fun a-stur.

Porzh a-stur
legacy port, technical standard
Iskevrennad eusexternal computer connector Kemmañ
Bet erlec'hiet gantPorzh USB, Wireless LAN Kemmañ
Complies withIEEE 1284 Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/parallel-port Kemmañ

Ar porzhioù a-stur daouank kentañ e veze kaset gante ar stlennoù gant ur c'has a 2,4 Mbde (Mega bit dre eilenn). Bremañ e vez tizhet tizhoù uheloc'h oc'h arverañ porzhioù a-stur arwellet :

  • Ar porzh EPP (Ehanced Parallel Port - Porzh A-stur Arwellet) a zo bet roet an tu gantañ da dizhout tizhoù kas betek 16 Mbde,
  • Ar porzh ECP (Ehanced Capabilities Port - Porzh a Varr Arwellet) ergrafet gant Hewlett Packard ha Microsoft. An hevelep aroueziadurioù en deus hag hini EPP oc'h ouzhpennañ an arc'hwel Plug and Play eleze e ro al lank d'an urzhiataer da anavezout an drobarzhell kennasket outañ.

Kenstaget e vez ar porzhioù a-stur ouzh ar bennwal peurliesañ, ar c'hennasker DB25 marc'het ouzh talbenn a-dreñv an urzhiataer. Peurliesañ e vez kennasket moullerezioù ouzh porzhioù a-seurt-se daoust dezhze da vezañ gorrek a-walc'h ha da vezañ erlerc'hiet muioc'h muiañ ouzh kennaskerioù USB pe Ethernet.