Pennwal
Lodenn bennañ un urzhiataer eo ar bennwal ("mainboard" pe "motherboard" e saozneg). Ar skor o kevaraezañ kennaskañ hollad an elfennoù pennañ an urzhiataer eo ar bennwal. Un amred kevanek bras eo o kaout warni kennaskerioù evit ar c'hartennoù askouezh, ar memor sonn ha bresk, ar c'hewerier, ar c'hennaskerioù evit ar c'hantennoù kalet hag ar c'hantennoù lem-laka....
Iskevrennad eus | system board, periant |
---|---|
Rann eus | urzhiataer |
Anv berr | MB |
Manufacturer | ASUS, Intel, Gigabyte Technology, EVGA Corporation, ASRock |
Staget ouzh | memory module, button cell |
Dezverket dre | motherboard form factor |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/motherboard |
Aroueziadurioù ar pennwalioù
kemmañHervez pevar aroueziadur e c'heller anavezout ur bennwal :
- Ar periad landreiñ,
- Rizh ar "chipset",
- Rizh skor ar c'hewerier,
- Ar c'hennaskerioù enankañ/ec'hankañ,
- Rizh ar barrennigoù memor ardoet.
Periad landreiñ ur bennwal
kemmañAn trevnad, ar mentoù hag an aroueziadurioù tredanek a ra d'ober periad landreiñ ar bennwal. Da bourchas pennwalioù en araez da vezañ marc'het e-barzh klozennoù a bep seurt a verkoù disheñvel e oa bet ergrafet skoueriegezhioù azas :
- AT baby pe AT full format a zo ur vent bennwal arveret gant an urzhiataerioù kentañ rizh PC ur c'hewerier 386 pe 486 oc'h aveiñ anezhe. Erlerc'hiet e oa bet ouzh an hini ATX e oa hebleustr evit haezadusted d'e barzhioù.
- Ar vent ATX a oa un diorridigezh eus ar re u-us. Ergrafet e oa bet evit aesaat haezedusted d'e barzhioù ha skourradurioù an trobarzhelloù. Evel-se e oa bet tostaet ar c'hennaskerioù IDE ouzh ar c'hantennoù kalet. A-stur a oa bet erduet ar parzhioù d'aesaat d'o gwentañ.
> ATX skoueriekaet a zo e vent 305x244. Ur c'hennasker AGP a zo warni hag 6 kennasker PCI.
> Micro-ATX a zo peuzheñvel ouzh hini ATX hogen eo bihanoc'h (244x244) hag marc'hadmatoc'h. Ur c'hennasker AGP ha 3 PCI.
> Flex-ATX a zo peuzheñvel ouzh ar micro-ATX hogen e vez kinniget ganti ur gestouekded evit ar genderc'herien da azasaat anezhi ouzh o ezhommoù (o c'hlozennoù). Ur c'hennasker AGP ha 2 PCI.
> Mini-ATX a zo ur vent stumm kenan gant ur c'hennasker AGP ha 4 PCI.
- Ar vent BTX (Balanced Technology eXtended) ergrafet gant Intel e vez arwellaet ganti amred an aer oc'h arwellaat trevnad ar parzhioù. Erduet e vez an holl gennaskerioù a-stur ouzh roud an aer hag e vez desezet ar c'hewerier el lec'h ma vez an aer en e yenañ, e-kichen ar gwenter. Teir ment BTX a vez kavet :
> BTX skoueriekaet a vent 325x267,
> Micro-BTX a vent 264x267,
> Pico-BTX a vent 203x267
- ITX a zo bet ergrafet gant ar c'hevredad Via. Ur vent stumm kenan-tre a zo anezhi diawelet evit an urzhiataerioù rizh mini-PC. 2 vent e vez kavet a-rizh-se :
> Mini-ITX a vent 170x170 hag ul lec'h PCI nemetken,
> Nano-ITX a vent 120x120 hag ul lec'h mini-PCI.
Ar "chipset"
kemmañUn amred kevanek elektronek karget da genurzhiañ an ezkemmoù roadennoù etre parzhioù ar bennwal (kewerier, memorioù, busoù,...) eo ar "chipset". Kevanaet e vez ar "chipset" d'ar bennwal, setu perak e vez dibabet ur "chipset" pa vez prenet ur bennwal hag eo pouezus gouzout peseurt hini a glotfe ar muiañ gant an ezhommoù. Seul a-nevez e vo ar chipset seul spletoc'h e vo e-keñver gallusterioù ar bennwal. A-wechoù e vez kavet, kevanaet gant an amred "chipset", un amred sten pe gevregañ. Evel-se e c'heller ober hep kartenn askouezh kevregañ pe sten hogen gant ur berzhded leiañ.
Skor ar c'hewerier
kemmañWar bep pennwal e vez kavet ur pe lies kewerier, hag ur skor kewerier da ziazezañ anezhañ warnañ. 2 rizh skor kewerier a zo :
- Slot (Skalf) : ur c'hennasker hirgarrezek eo e vez enluget a-blom ar c'hewerier ennañ.
- Socket (Sichenn) : ur c'hennasker karrezek un niver bras a gennaskerioù bihan ennañ eo e vez ar c'hewerier oc'h en em enlugañ enne rag-eeun.
Da aesaat diazez ar c'hewerier e oa bet ergrafet un avead arbennik anvet ZIF (Zero Insertion Force). Gant un dornell vihan e vez aesaet ebarzhiñ ar c'hewerier hep pouezañ warnañ ha pa vez izelaet an dornell e vez dalc'het mat en e blass.
War ar c'hewerier e vez lakaet ur gwenter hag ur distrewer grwez.
Kennaskerioù enankañ/ec'hankañ
kemmañWar an dalbenn a-dreñv e vez kavet un niver kennaskerioù enankañ/ec'hankañ :
- Porzh a-steud da gennaskañ trobarzhelloù kozh,
- Porzh a-stur da gennaskañ moullerezioù,
- Porzh USB 1.1 pe 2.0 da gennaskañ trobarzhelloù a-nevez,
- Kennaskerioù RJ45 pe porzh Ethernet da gennaskañ an urzhiataer ouzh ur rouedad. Kavet e vez ur c'hennasker evel-se pa vez ur gartenn rouedad kevanaet enni.
- Kennasker VGA da gennaskañ ur gwereer pa vez kevanaet ar gartenn gevregañ,
- Lugeloù klev,
- Kennaskerioù PS/2 evit al logodenn hag ar c'hlavier.
Rizh ar vemor ardoet gant ar bennwal
kemmañHervez rizh ar vemor ardoet gant ar bennwal e vez kavet warni kennaskerioù a glot gant ar barrennigoù e c'heller sternañ outi (SDRAM pe rizhioù arall).
Ar parzhioù kevanaet
kemmañUn niver elfennoù kevanaet a zo gant ar bennwal :
- Ar "chipset" bet gwellet a-us,
- An eurier hag pil ar memor CMOS,
- Ar BIOS,
- Ar bus reizhiad hag ar bus askouezh,
- Ar gartenn rouedad gevanaet pa ez'eus unan,
- Ar gartenn gevregañ gevanaet pa ez'eus unan,
- Reolerioù kantennoù kalet diorreet.