STEN (pistolenn-vindrailher)
(Adkaset eus Sten)
Ar STEN zo ur bistolenn-vindrailher saoz kambret e 9 mm Parabellum hag implijet e-leizh gant armeoù Breizh-Veur hag ar C'hommonwealth e-pad an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Un arm simpl ha marc'hadmat e oa, azasaet ouzh ezhommoù meur ur brezel-bed. Ouzhpenn d'an armeoù e voe roet ar Sten da strolladoù rezistañs en Europa a-bezh.
Pistolenn-vindrailher STEN | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Sten Mk II. | |
Kinnig | |
Bro | Rouantelezh-Unanet |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
Munisionoù | 9 x 19 mm Parabellum |
Produerien | RSAF Enfield, BSA, ROF Fazakerley, ROF Maltby, ROF Theale, Lines Brothers Ltd, Long Branch Arsenal (Kanada), ha skouerennoù savet gant strolladoù rezistañs o-unan en Europa |
Mare implij | 1941–bloavezhioù 1960 (Rouantelezh-Unanet) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,200 kg |
Hirder | 762 mm |
Hirder ar c'hanol | 196 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 100 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 365 m/s |
Endalc'h | 32 gartouchenn |
Adstummoù | Mark I (100.000 skouerenn), Mark II (2.000.000 skouerenn), Mark III (876.886 skouerenn), Mark V, adstummoù gant reduerioù son (Mark II(S), Mark VI), adstummoù arnodiñ (Mark V en o zouez), adstummoù produet gant broioù all goude an Eil Brezel-bed |
STEN zo un akronim : ST evit anvioù-familh ijinerien an arm, ar major Reginald V. Shepherd hag Harold J. Turpin, hag EN evit uzin-armoù RSAF Enfield.
Daveennoù
kemmañ- Sten MK I war al lec'hienn Historical Firearms (lennet d'an 31/01/2024) (saozneg)
- HENROTIN Gérard, The English Sten Submachine Gun Explained, HL Publishing, 2008