Preizhadeg kêr Prato a voe graet an arme spagnol en Toskana, en Italia, adal an 29 a viz Eost betek an 19 a viz Gwengolo 1512.

Er bloavezhioù 1510 e oa arme Kurunenn Aragon e-barzh Kevre Katolik Italia. War urzh ar pab Jul II e kerzhas war-du kêr Firenze da adlakaat an tiegezh Medici e penn Republik Firenze. Etre an 29 a viz Eost 1512 hag an 19 a viz Gwengolo e reas seziz kêr Prato a oa war he hent.