Priñsez Albertina (toullgorferezh)

Un doare toullgorferezh eo ar Priñs Albertina ma vez toullet ul lodenn eus ardivink-genel ar maouezed.

Lakaet e vez ur walenn dre dremen a-hed kan an troazh ha mont er-maez dre un toull graet e-krec'h d'ar c'hourzh.

Ral a-wezh e vez kaset da-benn an toullgorfadur-mañ abalamour d'ar poanius m'az eo hag ivez d'an dieas m'az eo da staliañ mat ar bravig, ha ret eo da gan an troazh bezañ ledan a-walc'h evit gallout lakaat ar walenn da dremen drezañ. Daoust ha ma paree buan a-walc'h e ranker diwall memestra rak ar kleñvedoù e kan an troazh a c'hell bezañ degaset gant an toullgorfadur-mañ.

Gallout a ra lakaat ar blijadur reizhel da greskiñ dre ma stok lodenn diabarzh ar walenn war-eeun ouzh nervennoù diabarzh kan an troazh.

Un doare toullgorferezh a-vremañ eo hemañ.

Pennadoù kar a dost

kemmañ

Liammoù diavaez:

kemmañ