Propoetidezed

(Adkaset eus Propetidezed)

Ar Propoetidezed (henc'hresianeg : Προποιτίδες / Propoitides), e mojennoù Hellaz kozh, eo merc'hed Kiprenez, lakaet da c'histi a-wechoù, da wrac'hed a-wechoù all, pe d'an eil seurt ha d'egile war un dro, hag a aberzhe tud.

Merc'hed e oant da bPropoitos, roue Amathoüs (Ἀμαθοῦς), e kreisteiz Kiprenez. Meneget int e Metamorfozoù Ovidius.

Heuget e oa Pygmalion, roue an enez, gant o emzalc'h. Se zo kaoz, hervez Ovidius, e tivizas Pygmalion ne oa ket troet gant ar merc'hed hag e savas un delwenn ha magañ karantez outi.

Kastizet e voe ar Propoetidezed hek avat gant an doueez Afrodite : dre na felle ket dezho hec'h enoriñ evel a oa dleet e voent troet e mein.

Lod a wel er vojenn-mañ, evel en hini Galateia, un doare da gondaoniñ dizalc'hted ar maouezed, droukvesket evit-se gant gastaouerezh ha sorserezh.

Mammennoù

kemmañ