Trentino
(Adkaset eus Proviñs Trento)

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An Trentino pe Proviñs Trento en italianeg, Provinz Trient en alamaneg, lesanvet ivez Welschtirol, zo ur broviñs emren en hanternoz Italia e rannvro Trentino-Alto Adige. Anvet eo diwar anv kêr Trento, ar gêr-benn ha kreizenn sevenadurel.

Palez ar broviñs emren, e Trento.
Bez ez eo unan eus rannvroioù an EuroRegion (rannvro europat) Tirol–Südtirol–Trentino.
YezhoùAozañ
Italianeg eo yezh an darn vrasañ eus ar boblañs, met komzet e vez ladineg ha tsimbreg (ur rannyezh kozh eus an alamaneg) e kornadoù zo.
Kêrioù pennañ an TrentinoAozañ
Kêr | Poblañs | |
---|---|---|
Trento | 110.666 | |
Rovereto | 35.231 | |
Pergine Valsugana | 18.012 | |
Arco | 15.649 | |
Riva del Garda | 15.157 |
IstorAozañ
Gwechall e oa ur briñselezh en Impalaeriezh santel roman, ma rene ur priñs-eskob.
Etre 1816 ha 1919 e oa e-barzh proviñs Tirol en Impalaeriezh Aostria. Degouezhout a reas gant Italia en 1919 gant feuremglev Saint-Germain-en-Laye .
| |||
Lec'hiadur en Italia | |||
Stad | Italia | ||
Rannvro | Trentino-Alto Adige | ||
Yezh ofisiel | Italianeg | ||
Kêr-benn | Trento | ||
Berradur | TN | ||
Prezidant ar broviñs (presidente) |
Lorenzo Dellai | ||
Gorread | 6 206 km² | ||
Poblañs -Stankter |
519.800 (31.12.2008) 80/km² | ||
Lec'hienn | Trentino |