Prys Morgan
Prys Morgan (ganet d'ar 7 a viz Eost 1937) zo un istorour kembreat. Skrivet en deus meur a levr hag a bennad diwar-benn istor Kembre, e saozneg. SKridoù lennegel en deus savet ivez, e kembraeg.
Buhez
kemmañGanet eo e Kerdiz, mab d'ar skolveuriad T. J. Morgan. Breur eo da Rhodri Morgan, a zo bet Kentañ Ministr Kembre. Evel e vreur en deus graet studioù e Skol-veur Oxford a-raok mont da gelenn e kevrenn istor Skol-veur Abertawe, lec'h m'eo bet e dad o kelenn ivez. Eus 1966 da 1973 e oa isrener ar gelaouenn Barn[1].
Ur wech e retred eo bet prezidant Eisteddfod Vroadel Kembre ha prezidant ar gevredigezh ouiziek Cymmrodorion, kenkoulz ha kenrener ar raktres Iolo Morganwg, e Skol-veur Aberystwyth, a embann studiadennoù war buhez hag oberenn an den brudet-se.
Oberenn
kemmañ- e saozneg
- Background to Wales (1968)
- Iolo Morganwg (1975)
- The Eighteenth Century Renaissance (1981)
- Wales: The Shaping of a Nation (1984)
- Bible for Wales – Beibl i Gymru (1988)
- Tempus Illustrated History of Wales (2000)
- e kembraeg
- I'r Bur Hoff Bau (1968), romant
- Trugareddau (1973), barzhonegoù
- Caligula, troidigezh diwar oberenn c'hallek Albert Camus (1978)
Notennoù
kemmañ- ↑ Meic Stephens (gol.), Cydymaith i Lenyddiaeth Cymru.