Skol-veur Oxford

Skol-veur Oxford (University of Oxford e saozneg) zo ur skol-veur en Oxford, e Bro-Saoz. Ar skol-veur goshañ eo e Bro-Saoz hag er bed saoznek dre vras, hag an eil skol-veur goshañ er bed, goude hini Bologna.

Ardamezioù Skol-veur Oxford

Savet e voe e dibenn an XIvet kantved, met n'eus ket emglev etre an arbennigourien war ar bloavezh resis (etre 1096 ha 1167). Enni ez eus meur a "skolaj" distag an eil re diouzh ar re all, met gant ar skol-veur e vez aozet ar c'hentelioù evit an holl studierien. Evel-se ivez eo frammet skol-veur Cambridge ha kenlabour, koulz ha heligentañ, a vez etre an div skol-veur, ken ma reer Oxbridge eus an hollad anezho.

Renket eo Skol-veur Oxford e-touez gwellañ skolioù-meur ar bed, gant Cambridge, Stanford, ar MIT pe Harvard, e renkamant an Times Higher Education[1],[2]. E Skol-veur Oxford o deus graet ur bern tud brudet o studioù : en o zouez 29 den hag o deus tapet ur Priz Nobel, 27 Kentañ Ministr eus ar Rouantelezh Unanet ha kalz pennoù stadoù pe pennoù gouarnamantoù all dre ar bed.

NotennoùAozañ

  1. "World’s most prestigious universities 2016" (in en), Times Higher Education (THE) (04/05/2016). 
  2. "World University Rankings" (in en), Times Higher Education (THE) (10/03/2018).