Putsch Kapp
Putsch Kapp pe putsch Kapp–Lüttwitz a voe ur putsch c'hwitet a c'hoarvezas etre an 13 hag ar 17 a viz Meurzh 1920 e Berlin, en Alamagn. Kaset e voe gant ur brigadenn en he fenn Wolfgang Kapp (1858–1922). Kapp a oa bet e-touez krouerien Strollad alaman ar vammvro e 1917, asambles gant Alfred von Tirpitz hag ar jeneral Walter von Lüttwitz. Unan eus ar pennadoù reuz niverus a voe da vare Republik Weimar e voe.
Anvet diwar | Wolfgang Kapp |
---|---|
Merour/rener | Walther von Lüttwitz, Erich Ludendorff, Wolfgang Kapp |
Stad | Republik Weimar |
Lec'h | Berlin |
Deiziad | 13 Meu 1920 |
Abeg an diwezh | Q123999952 |
Deskrivet en URL | https://stadtlexikon.karlsruhe.de/index.php/De:Lexikon:ereig-0221 |
E 1919 e voe krouet brigadenn Ehrhardt. Ur strollad eneprepublikan e oa, hag a en dije gellet lakaat Republik Weimar en arvar. Goulenn a reas ar gevredidi ma vefe divodet ar vrigadenn, ar pezh a voe asantet gant gouarnamant ar Reich e miz Meurzh 1920.
D'an 13 a viz Meurzh 1920 e valeas ur vrigadenn enni 6 000 den war-zu Berlin. Kapp eo a oa e penn ar vrigadenn, ha fellout a rae dezhañ ma cheñchefe ali ar gouarnamant. Nac'h a reas ar soudarded tennañ war an emsaverien (« Ne dennket soudarded ar Reichswehr war ar Reichswehr »), ha rankout a reas izili ar gouarnamant mont da repuiñ da Stuttgart.
Gant Kapp e voe aozet ur gouarnamamnt da c'hortoz. Met un harz-labour hollek pevar devezh-pad a voe aozet gant izili KPD, re SPD, re USPD hag ar sindikadoù. Stanket e voe an armerzh ha nac'h a reas ar Reichsbank kenderc'hel da arc'hantaouiñ ar vrigadenn.
D'ar 17 a viz Meurzh e rankas Kapp tec'hout war-du Sveden. Distreiñ a reas da Alamagn goude-se ha harzet e voe. Mervel a reas e 1922, a-raok ma vefe aozet e brosez.
Liammoù diavaez
kemmañ- Putsch Kapp e lec'hienn historylearningsite
- Putsch Kapp e lec'hienn Schools History
- Putsch Kapp e lec'hienn spartacus.schoolnet
- Putsch Kapp Putsch e Kiel : dielloù
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |