Strollad Komunour Alamagn
Strollad Komunour Alamagn (Kommunistische Partei Deutschlands en alamaneg), anv klok: Strollad Komunour Alamagn - Kevread spartakour / Strollad Komunour Alamagn (Spartakus Bund), a oa ur strollad politikour alaman bet krouet e miz Kerzu 1918. Karl Liebknecht, Rosa Luxemburg, Leo Jogiches, Paul Levi ha Franz Dahlem a oa e-touez e grouerion. Berzet e voe ar strollad adalek 1933 betek 1945 gant ar renad nazi. Berzet e voe en-dro e 1956 e Republik Kevreadel Alamagn. En Alamagn ar Reter e kendeuzas gant ar Sozialdemokratische Partei Deutschlands d'ober ar Sozialistische Einheitspartei Deutschlands.
-
Rosa Luxemburg
-
Karl Liebknecht
Krouet goude fin ar C'hentañ Brezel-bed gant sokialourien enebet d'ar brezel, Rosa Luxemburg e-penn. Goude he marv ar strollad a zeuas da vezañ goustadik ur strollad leninour betek mont etrezek ar stalinouriezh. E-pad mare Republik Weimar, ar KPD a oa boaz da dizhout etre 10 ha 15 dre gant eus ar vouezhioù, dilennidi a oa d'ar strollad er Reichstag hag er parlamantoù stad. Alies e oa taget gant ar KPD ar strollad Sozialdemokratische Partei Deutschlands, hag a oa gwelet evel e enebour gwashañ. Roet e voe lamm d'ar KPD en Alamagn nazi kentañ devezh war-lerc'h trec'h Hitler e dilennadegoù 1933. En desped da-se e kendalc'has ar strollad gant ur stumm aozadur kuzh met o welet kalz izili o vezañ harzet ha kaset d'ar c'hampoù-bac'h.
Dilennadegoù Aozañ
- E anv ar strollad ez eas Ernst Thälmann war ar renk da vezañ dilennet prezidant ar republik e 1925 (1,8 milion a vouezhioù er c'hentañ tro, 1,9 milion en eil tro) hag e miz Meurzh 1932 (tro gentañ: 13,2%, 4,9 milion a vouezhioù, eil tro: 10,2%, 3,7 milion a vouezhioù)[1].
Pennoù Aozañ
- Rosa Luxemburg,
- Karl Liebknecht,
- Ernst Thälmann,
- Leo Jogiches,
- Paul Levi,
- Franz Dahlem,
- Wilhelm Pieck,
- Herbert Wehner.
Levrlennadur Aozañ
- Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques Hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974.
- Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003.
Notennoù ha daveennoù Aozañ
- ↑ Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974, pajennoù 89 ha 167