Kevread spartakour
Ar C'hevread spartakour (alamaneg : Spartakusbund) a oa ul luskad marksour ha dispac'hour da vare ar bloavezhioù distabilded a voe en Alamagn goude ar Brezel Bed Kentañ. Anvet e voe diwar anv Spartakus. E-touez ar re a savas ar c'hevread e oa Karl Liebknecht ha Rosa Luxemburg. E miz Kerzu 1918 e teuas da vezañ Strollad Komunour Alamagn (KPD : Kommunistische Partei Deutschlands).
Deiziad krouiñ | 4 Eos 1914, 11 Du 1918 |
---|---|
Arvez | labour movement in Germany, German Revolution of 1918–1919 |
Anv ofisiel | Spartakusbund |
Anvet diwar | Spartacus |
Diazezer | Rosa Luxemburg |
House publication | Die Rote Fahne |
Stad | Alamagn |
Ideologiezh politikel | Komunouriezh |
Raklec'hiet gant | Sozialdemokratische Partei Deutschlands |
Heuliet gant | Strollad Komunour Alamagn |
Bet erlec'hiet gant | Strollad Komunour Alamagn |
Pal | republik soviedel |
Deiziad divodañ | 31 Kzu 1918 |
Istor
kemmañLuxemburg ha Liebknecht (mab Wilhelm Liebknecht, hag eñ krouer SPD) a oa daou ezel a-bouez eus tu-kleiz Strollad sokial-demokrat Alamagn (SPD). Pa savas a-du SPD gant diskleriadur brezel ar gouarnamant a-enep Rusia e 1914 e savjont un aozadur enep. Ouzhpenn stourm a-enep ur brezel a oa impalaerour hervezo, e felle da Luxemburg ha da Liebknecht ma vefe aozet un dispac'h, padal o doa dibabet pennoù-bras SPD ar mont en-dro parlamantel. E miz Ebrel 1915 e lakajont embann ar gelaounn Die Internationale, hag a voe berzet kerkent hag embannet an niverenn gentañ. Goude-se e skignjont kazetennoù anvet Sparkatusbriefen (lizheroù Spartakus) dre guzh. Ar Spartakourien a felle dezho ma paouezfe ar brezel ha ma vefe roet ar galloud da guzulioù micherourien. Liebknecht et Luxemburg a voe bac'het eus 1916 da 1918 evit bezañ aozet ur vanifestadeg a-enep ar brezel e Berlin. E miz Du 1918 ec'h embannas Liebknecht, hag a oa ouzh pondalez kastell Berlin, e oa bet savet ur republik sokialour en Alamagn. Er memes nozvezh ec'h embannas Philipp Scheidemann (SPD) er Reichstag e oa bet krouet Republik Weimar.
E miz Kerzu 1918 e voe savet KPD gant izili ar C'hevread spartakour hag izili strolladoù bihanoc'h. E miz Genver 1919 e voe aozet manifestadegoù gant KPD hag ar sokialourien dizalc'h a-enep gouarnamant Weimar, hag a oa kaset gant kreizourien SPD ha renet gant ar c'hañseller Friedrich Ebert. Ar gouarnamant a embannas e oa ar vanifesterien o prientiñ un harz-labour hollek hag un dispac'h komunour e Berlin. Buan e voe mouget an emsavadeg, gant an arme ha gant izili ar Freikorps. Luxemburg ha Liebknecht a voe drouklazhet e-keit ma oant bac'het.
Izili vrudet
kemmañ- Heinrich Brandler
- Hugo Eberlein
- Leo Jogiches
- Paul Levi
- Karl Liebknecht
- Rosa Luxemburg
- Julian Marchlewski
- Franz Mehring
- Franz Pfemfert
- Wilhelm Pieck
- August Thalheimer
- Clara Zetkin
- Timbroù Republik Demokratel Alamagn, 50 vloaz ar C'hevread Spartakour.