Strollad Komunour Alamagn

Strollad Komunour Alamagn (Kommunistische Partei Deutschlands en alamaneg), anv klok: Strollad Komunour Alamagn - Kevread spartakour / Strollad Komunour Alamagn (Spartakus Bund), a oa ur strollad politikour alaman bet krouet e miz Kerzu 1918. Karl Liebknecht, Rosa Luxemburg, Leo Jogiches, Paul Levi ha Franz Dahlem a oa e-touez e grouerion. Berzet e voe ar strollad adalek 1933 betek 1945 gant ar renad nazi. Berzet e voe en-dro e 1956 e Republik Kevreadel Alamagn. En Alamagn ar Reter e kendeuzas gant ar Sozialdemokratische Partei Deutschlands d'ober ar Sozialistische Einheitspartei Deutschlands.

Strollad Komunour Alamagn
communist party
Deiziad krouiñ30 Kzu 1918 Kemmañ
Anv er yezh a orinKommunistische Partei Deutschlands Kemmañ
Anv berrKPD Kemmañ
Diellaouet gantDielloù Kevredadel Alamagn Kemmañ
DiazezerKarl Liebknecht, Rosa Luxemburg Kemmañ
PrezidantErnst Thälmann Kemmañ
StadRepublik Weimar, Republik Demokratel Alamagn, Republik Kevreadel Alamagn Kemmañ
Luskad politikeltu-kleiz pellañ Kemmañ
Youth wingQ113369294 Kemmañ
Perc'henn warKarl-Liebknecht-Haus Kemmañ
Sez sokialBerlin Kemmañ
Raklec'hiet gantKevread spartakour Kemmañ
Heuliet gantSozialistische Einheitspartei Deutschlands, German Communist Party Kemmañ
Erlec'hiañ a raKevread spartakour, International Communists of Germany Kemmañ
Deiziad divodañ17 Eos 1956 Kemmañ
A-enepIron Front Kemmañ
Official colorruz Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Communist Party of Germany politicians Kemmañ

Krouet goude fin ar C'hentañ Brezel-bed gant sokialourien enebet d'ar brezel, Rosa Luxemburg e-penn. Goude he marv ar strollad a zeuas da vezañ goustadik ur strollad leninour betek mont etrezek ar stalinouriezh. E-pad mare Republik Weimar, ar KPD a oa boaz da dizhout etre 10 ha 15 dre gant eus ar vouezhioù, dilennidi a oa d'ar strollad er Reichstag hag er parlamantoù stad. Alies e oa taget gant ar KPD ar strollad Sozialdemokratische Partei Deutschlands, hag a oa gwelet evel e enebour gwashañ. Roet e voe lamm d'ar KPD en Alamagn nazi kentañ devezh war-lerc'h trec'h Hitler e dilennadegoù 1933. En desped da-se e kendalc'has ar strollad gant ur stumm aozadur kuzh met o welet kalz izili o vezañ harzet ha kaset d'ar c'hampoù-bac'h.

Dilennadegoù

kemmañ
  • E anv ar strollad ez eas Ernst Thälmann war ar renk da vezañ dilennet prezidant ar republik e 1925 (1,8 milion a vouezhioù er c'hentañ tro, 1,9 milion en eil tro) hag e miz Meurzh 1932 (tro gentañ: 13,2%, 4,9 milion a vouezhioù, eil tro: 10,2%, 3,7 milion a vouezhioù)[1].

Pennoù

kemmañ
 

 .

Levrlennadur

kemmañ
  • Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques Hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974.
  • Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974, pajennoù 89 ha 167