Río San Antonio (Misiones)
Ur pennad Río San Antonio zo ivez.
Ar Stêr San Antonio (Río San Antonio e spagnoleg, Rio Santo Antônio e portugaleg) a red dre broviñs Misiones en Arc'hantina hag en em daol er stêr Iguaçu. Ober a ra an harz etre Misiones, e biz Arc'hantina, ha stad Paraná, e Brazil.
Eieniñ a ra er «Paraje Cerro Siete» en Arc'hantina, ur 7 km eus kêriadenn San Antonio (Departamento General Manuel Belgrano, Proviñs Misiones) hag eus kêr Santo Antônio do Sudoeste e Brazil.