Rabih az-Zubayr
Rabih az-Zubayr, pe Rabih az-Zubayr ibn Fadl Allah, pe Rabih Fadlallah, pe Rabaha (war-dro 1842 - 1900), a oa ur sultan afrikan, morianetaer, a voe lazhet gant an arme c'hall e dibenn an XIXvet kantved, p'edo ar C'hallaoued oc'h aloubiñ Bro-Tchad .
Ganet e oa e Halfaya al-Muluk (e-tal Khartoum) war-dro 1842 en un tiegezh Hamaj, arab-soudanat. Servij a reas ur pennad er rejimantoù marc'hegerien egiptat da vare brezel Etiopia, ha gloazet e voe. Disoudardet e voe er bloavezhioù 1860, ha dont a reas da vout letanant ar morianetaer az-Zubayr Rahma Mansur. Brudet e oa e grizded rak bazhata a rae ar sklaved na felle ket dezho plegañ.
E-kerzh an XIXvet kantved e oa deuet kêr G-Khartoum da vout ur marc'hallac'h bras a sklaved, aozetgant kompagnunezhioù « Khartumi » hag o devoa savet e Bahr el-Ghazal zaribaoù, pe kreñvlec'hioù morianetaerien difennet gant soudarded-sklaved, ar bazingir.
Az-Zubayr Rahma Mansur, a oa ur penn-brezel ha morianetaer war un dro, a zeuas da vout mestr ar zaribaoù-se hag a voe anvet en 1872 da b-« pacha », gouarnour Bahr el-Ghazal, evit Ismaïl Pachal, khediv Egipt. Rabah, a oa kar dezhañ marteze, a oa ul letanant gantañ. En 1874 e voe aloubet sultanelezh Darfour gant az-Zubayr. En 1876 ez eas da Gairo da c'houlenn digant ar khediv bezañ anvet da c'houarnour er vro aloubet gantañ, ha dalc'het e voe da brizoniad.
Levrlennadur
kemmañ- Gaston Dujarric: La vie du sultan Rabah. Paris 1902
- Von Oppenheim: Rabeh und das Tsadseegebiet. Berlin 1902
- A. Babikir: L'Empire du Rabih. Paris 1954
- Encyclopædia Britannica: Rabih az-Zubayr. 2000
- Émile Gentil: La chute de l'empire de Rabah. Hachette, Paris 1971