Implijet e vez hi e brezhoneg evel raganv nepreizh (goude ma'z eo benel ar ger "hi" evel-just) nemet atav gant un araogenn :

  • gant a :
    • Noz eo anezhi
  • gant da :
    • Dao dezhi, bec’h dezhi, tan dezhi
  • gant e :
    • Glav zo enni.
  • gant gant :
    • N’emaout ket ganti. Glav zo ganti
    • Mont re bell ganti.
  • gant ouzh :
    • Poent eo dit stardañ outi.
  • gant war :
    • Stumm ar glav zo warni.

Implijet e vez homañ en hevelep doare en div skouer-mañ tennet eus unan eus levrioù Jules Gros:

    • Homañ a zo glav ganti.
    • Homañ, am eus aon, zo o vont d'ober glav adarre.

Troienn heñvel pe damheñvel e yezhoù all

kemmañ

Keñveriañ a c'haller

  • gant an droienn gembraek "mae hi'n bwrw glaw"
  • gant an troiennoù gallek "il fait beau, il pleut, ainsi soit-il, il faut" ha nouspet all.