Rainlendar
Rainlendar
Rainlendar e brezhoneg (stumm kozh)

Diorroer : "Rainy" (Kimmo Pekkola)
Stumm diwezhañ : 2.12.2 (build 112) / 22 a viz Ottubru 2009
Stumm araokaet : 2.13 beta 142 / 06 a viz Diċembru 2011
Endro : Mac OS X, Windows ha Linux
Yezhoù : liesyezhek : 39 yezh
Doare : Deiziataer
Aotre-implijout : Perc'henn
Lec'hienn : rainlendar.net


Rainlendar a zo ur deiziataer evit Mac OS X, Windows ha Linux. Ur meziant frank e oa e penn kentañ, met n'eo ket frank ken. Diskwel a ra un deiziataer war skramm an urzhiataerez, er burev, hep kemer kalz a blas. Evel un adstagadenn da LiteStep pe Aston e c'heller ober gantañ ivez.

Gallout a reer personelaat an neuz, implijout anezhañ gant meziantoù-deiziataerioù all. Implijout a ra ar furmad iCalendar standart evit stokañ an darvoudoù hag an trevelloù setu e c'heller treuzkas anezho aes eus an eil meziant d'egile.

Troet e oa bet e brezhoneg adalek an eilstumm 0.21.

Liammoù diavaez

kemmañ