Ralf
anv paotr
Ralf zo un anv-badez germanek ha frankek, a veze roet stank e-metoù baroned ar Grennamzer, e tiegezhioù norman, hag ivez e tiegezhioù breizhat kar dezho. Hiriv eo un anv-badez alamanek, svedek, ha saoznek ivez.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus an anv norsek Raðulfr (rað "kuzul" ha ulfr "bleiz"), a oa Rædwulf e hensaozneg, aet da Radulf.
Kar eo d'an anv Raoul, a zo ur stumm all. Alies e veze implijet an daou stumm evit ar memes den.
Yezhoù all
kemmañTud
kemmañ- Ralf Iañ, anv meur a zen
- Ralf II, anv meur a zen
- Ralph Waldo Emerson (1803-1882), prederour stadunanat
- Ralf König, tresour alaman
- Ralph Milner, sant saoz er XVIvet kantved.
- Ralf Schumacher, blenier kirri-sport alaman