Ramiro II Aragon

(Adkaset eus Ramiro II el Monje)
Ur pennad Ramiro II zo ivez.

Ramiro II (1086-1157), lesanvet el Monje (ar manac'h) a voe roue Aragon e-pad 23 bloaz, etre 1134 ha 1157.

Ramiro II, roue Aragon en XIIvet kantved.

Marv e vreur Alfonso

kemmañ

En 1134 e varvas Alfonso Iañ Aragon en emgann Fraga, hag eñ divugel. Fall an traoù er rouantelezh. Bec'h en doa bet ar roue gant e wreg Urraca Iañ Kastilha, bec'h gant ar pab Paskal II. En e destamant e laoskas e rouantelezh gant an urzhioù armet: Urzh an Templ, Urzh an Ospital, Urzh ar Sepulkr Santel. Uhelidi ar vro avat ne oant ket evit gouzañv kement-se, ha mont a rejont da dennañ eus e gouent ar manac'h Ramiro, breur d'ar roue marv, da reiñ ar gurunenn dezhañ. Ha setu Ramiro II Aragon, lesanvet ar Manac'h, war gador ar roue.

Dimeziñ

kemmañ

Kaout ur roue, mat; met gwelloc'h ur roue gant gwreg ha bugale. Klasket e voe dezhañ ur wreg en oad da gaout bugale, ha kavet un intañvez frouezhus, dezhi pevar bugel : petra welloc'h ?

Dimeziñ a eure Ramiro eta d'an 13 a viz Du 1135 da Agnes Poatev (rouanez Aragon), anavezet ivez evel Inés Akitania (1110-1157), intañvez ar priñs frank Aimery V de Thouars. Ur verc'h o doe, Petronila Aragon, a voe rouanez Aragon.

En 1137 e voe dimezet Petronila da Ramón Berenguer IV, kont Barcelona, ha gantañ e laoskas Ramiro ar galloud.

Neuze, graet o dever gant pep hini eus an daou bried, e tistroas Ramiro d'e vanati hag ez eas e bried d'ar gêr en-dro, ha goude da abati Fontevraud. Mervel a reas da 71 vloaz.