Ransomware
Ransomware (eus ar saozneg ransom "daspren" ha -ware "peadra") a vez graet eus un doare meziantoù a zo viruzoù a gaser dre ar Genrouedad da breizhañ urzhiataerioù.
Pal ar meziantoù-se eo furchal restroù un implijer evit nac'hañ outañ gellet tizhout e restroù en un doare dibad keit ha ma ne baeo ket un daspren.
Lod meziantoù ransomware a lakao bac'h war urzhiataer un implijer met aes eo talañ outo pa vezer mailh war ar stlenneg. Reoù all zo reoù kalz galloudusoc'h, pa lakaont bac'h war un urzhiataer a-bezh dre e godañ : stanket eo ar benveg neuze, ha rediet e vez an implijerd a baeañ evit kaout ar c'hod a lakaio an traoù en-dro evel ma rankfent bezañ.