Rathaus Schöneberg

Rathaus Schöneberg (alamaneg a dalvez ti-kêr Schöneberg) a voe savet etre 1911 ha 1914 gant an disavourien Peter Jürgensen ha Jürgen Bachmann, pa oa distag Schöneberg diouzh Berlin. E 1920 e voe staget Schöneberg ouzh Berlin hag e teuas da vezañ sez melestradur Schöneberg.

Rathaus Schöneberg

E-pad rann Berlin (1948 - 1990) e voe staliet ti-kêr Berlin ar C'hornôg e Rathaus Schöneberg. Ti-kêr Berlin ar Reter a oa er Rotes Rathaus e Mitte.

Er blasenn (Kennedyplatz hiziv an deiz) dirak an ti-kêr eo e lavaras John F. Kennedy Ich bin ein Berliner d'ar 26 a viz Even 1963. Abaoe m'eo bet adunvanet Berlin emañ ti-kêr Tempelhof-Schöneberg er Rathaus.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.