Ray Barretto
Raymundo "Ray" Barretto Pagán, lesanvet "Roue an Dornioù Kalet" (29 Ebrel, 1929 – 17 C'hwevrer, 2006), bet ganet e New York, a oa ur soner jazz a orin eus Puerto Rico. Anavezet eo evel tad-kozh al Latin jazz. Bet eo an Hispanad kentañ oc'h enrollañ un ton latino deuet da vezañ un "hit".
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Ray Barretto, Raymond Barretto Pagán |
Anv-bihan | Ray |
Anv-familh | Barretto |
Lesanv | King of the Hard Hands |
Deiziad ganedigezh | 29 Ebr 1929 |
Lec'h ganedigezh | Brooklyn |
Deiziad ar marv | 17 C'hwe 2006 |
Lec'h ar marv | Hackensack |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | sonaozour, jazz musician, percussionist |
Deroù ar prantad labour | 1949 |
Dibenn ar prantad labour | 2006 |
Benveg sonerezh | conga |
Ezel eus | Fania All-Stars, Ray Barretto & New World Spirit |
Tachenn | salsa, Latin jazz |
Label sonerezh | Atlantic Records, Fania Records, Tico Records |
Prizioù resevet | Grammy Award for Best Tropical Latin Album, International Latin Music Hall of Fame, NEA Jazz Masters |
E deroù ar bloavezhioù 20 eo e kuitaas tud Ray Baretto Puerto Rico evit mont da glask ur vuhez dereatoc'h. En em staliañ a rejont e New York. Eno e voe desavet Ray e ghetto tud paour an Harlem spagnol (Spanish Harlem) hag er Bronx. Abred-tre e voe levezonet gant karantez e vamm ouzh ar sonerezh ha gant jazz ha swing sonerien evel Duke Ellington, Benny Goodman ha Count Basie.
E 1946, oadet a 17 vloaz, ez eas d'an arme, ha kaset e voe da Alamagn, da v-München. Eno e kejas Baretto gant ar vibrafonour belgiat Fats Sadi. Kregiñ a reas da seniñ en descargas (jam sessions, "primsonadegoù") e klub jazz Orlando. Met n'eo nemet goude klevet "Manteca" Dizzy Gillespie sonet gant an tosenner eus Kuba Chano Pozo ma komprenas petra a vijee e hent er vuhez.
E 1949, ur wech disoudardet e krogas Barretto da ober tro ar c'hleuboù hag e kemeras perzh en abadennoù jam ma pleustras enno war e zoare da seniñ gant congas. Kavout a reas e labour kentañ e Combo Latin Jazz Eddie Bonnemere.
E deroù ar bloavezhioù 50 e sonas congas e sal Apollo Harlem, el laz-seniñ a sone a-raok Charlie Parker, hudour ar bebop. Hemañ a glevas Barretto ha pediñ a reas anezhañ da zont da seniñ gantañ en e strollad evit an nozvezh. Diwar an emgav-se eo e voe ganet ar cubop, anezhañ ur meskaj bebop ha luskoù latino ; magañ a raio al latin jazz.
Diwezhatoc'hik c'hoazh ez eas Barretto da seniñ gant Jose Curbelo hag e kemeras lec'h Mongo Santamaría e laz-seniñ Tito Puente ; pevar bloaz e chomo ganto. Diorren a reas Baretto un doare-seniñ dezhañ e-unan da c'hoari gant congas ha buan e voe klask war e lerc'h gant luskerien strolladoù jazz all. Abalamour da levezon Baretto eo e krogas neuze tosennerien latino da seniñ alies e strolladoù jazz. D'ar mare-se e kemeras perzh ivez en enrolladennoù studio evit sonerezhioù "rhythm and blues" evel re Garland, Gene Ammons hag, e-pad ur pennadig amzer, Herbie Mann.
E 1960 e sone Barretto evit ar stalioù Prestige, Blue Note, ha Riverside. Deuet e oa New York da vezañ kreiz ar sonerezh latino er Stadoù-Unanet. Diouzh ar c'hiz e oa doare ar "charanga" er sonerezh latino d'an ampoent.
E 1961 edo an ti-pladennoù Riverside e soñj da stagañ da werzhañ sonerezh latino. Emglev a reont gant Barretto, hag eñ da aozañ evito ur strollad "charanga". "Pachanga with Barreto" eo a voe ar bladenn gentañ eus an div a voe enrollet Barretto ganto. Drouklaouen e voe gant an disoc'h ma tivizas cheñch ti-pladennoù evit kemer hentoù nevez.
Mont a reas da labourat evit ar stal Tico neuze ha berzh a reas evit ar wech kentañ e 1963 gant e don, "El Watusi", anezhi ar ganaouenn latino kentañ o tont da vezañ renablet en "hit-parade" "Billboard" er Stadoù-Unanet. Goude meur a bladenn gant Tico e sinas Barretto gant an ti-pladennoù UA, spi ennañ da vezañ skignet gwelloc'h. Ganto e reas produadurioù evel "Ray Barretto Señor 007". Dipitet gant an diouer a efedusted war ar marc'had ez eas da sinañ e 1967 gant ar stal pladennoù Fania nevez savet. Enrollañ a reas "Acid" evito, anezhañ un taol-esae a gej-mej rhythm and blues gant sonerezh latino. Sachañ a ra muioc'h-mui evezh ar selaouerien latino.
Gant Fania e stagas Barretto gant ar salsada vat. War un dro e kemeras perzh en enrolladennoù gant Anglsaksoned brudet evel Cal Tjader, Average White Band, The Rolling Stones ha Bee Gees (war Wind of Change), e-touesk tud all. Adalek 1968 e voe unan eus izili ar Fania All-Stars, ha dont a reas da vezañ ur arzour bras eus ar sonerezh trovanel gant pladennoù evel "The Message", "Power" hag "Indestructible". E 1973 ez eas e sonerien da stummañ Tipica 73. E gwir, unan eus e donioù a reas berzh d'ar mare-se e oa "Barreto". Evit hennezh eo e voe rakdibabet e anv evit ar Grammy Award e 1975
E-pad ar bloavezhioù-se ez eus tremenet kanerien vrudet dre e strollad evel Adalberto Santiago, Tito Allen, Rubén Blades,Tito Gómez ha Ray de la La Paz. Sonerien ampart zo en e laz-seniñ ivez evel timbalero Orestes Vilató, ar gourrebedour Andy González, ar pianoour Oscar Hernández, an timbalerour Ralph Irizarry hag an drompilherien Robert Rodriguez ha René López.
Etre 1976 ha 1978 ez enrollas teir fladenn jazz evit Atlantic Records, en o zouez "La Cuna" ; rakdibabet e voe e anv en-dro evit ar Grammy gant ar bladenn "Barretto Live...Tomorrow". E 1979, e enrollas ur bladenn Salsa en-dro evit Fania ; anvet e oa "Ricanstruction", bet lakaet da "Pladenn wellañ" gant Latin N.Y. Magazine, ha loreet e voe Barretto evel Soner Conga ar bloaz. Evit ar vurutellerien ez eo ar bladenn-se unan glasel bremañ.
N'eo ket bet ken skedus steredenn Barretto a-hed ar bloavezhioù 1980. Koulskoude e oa bet anvet er Grammy adarre abalamour d'e "Ritmo de la Vida". A-benn ar fin ez eas ar Grammy gantañ e 1990 evit ar bladenn "Ritmo en el Corazon" (Lusk er galon), a laka war wel mouezh Celia Cruz. E 1999, e oa skrivet Barretto en "International Latin Music Hall of Fame".
E-pad ar bloavezhioù 1990 en deus kendalc'het Ray Barretto gant e hent etre an daou sonerezh a blije dezhañ kement : al latin jazz hag ar salsa - pladennoù eus an daou seurt en deus enrollet c'hoazh.
E New York en deus bet bevet Baretto har ur produour sonerezh oberiant eo bet. Bet eo ivez lusker ur strollad en deus graet sonadegoù er Stadoù-Unanet, Europa, Israel ha Latinamerika. Marvet eo Baretto d'ar 17 C'hwevrer 2006 en ospital skol-veur Hackensack (New Jersey) diwar kudennoù yec'hed liesseurt da-heul oberatadennoù eus ar galon. 77 vloaz e oa.
Pladennoù
kemmañ- Pachanga with Barretto; Riverside RLP-97506; 1961 (Barretto Para Bailar; RS-93531)
- Latino!; Riverside RLP-93520; 1962
- Charanga Moderna; Tico SLP-1087; 1962
- On Fire Again; Tico SLP-1096; 1963
- The Big Hits Latin Style; Tico SLP-1099; 1963
- La Moderna de Siempre; Tico SLP-1102; 1963
- Guajira y Guaguanco; Tico SLP-1114; 1964
- Viva Watusi!; United Artists UAS-6445; 1965
- Señor 007; United Artists UAS-6478; 1966 (rare)
- El « Ray » Criollo; United Artists UAS-6543; 1967
- Latino Con Soul; United Artists UAS-6593; 1967
- Acid; Fania SLP-346; 1967 (Pete Bonet)
- Hard Hands; Fania SLP-362; 1968 (Pete Bonet)
- Together; Fania SLP-378; 1969
- Head Sounds; Fania SLP-388; 1970 (compilation)
- Power; Fania SLP-391; 1970
- The Message; Fania SLP-403; 1971
- From the Beginning; Fania SLP-410; 1972 (compilation)
- Que Viva la Musica; Fania SLP-427; 1972 (Latin jazz)
- The Other Road; Fania SLP-448; 1973 (Latin jazz)
- Indestructible; Fania SLP-456; 1973
- Energy To Burn
- Eye of the Beholder; 1976
- La Cuna; CTI; 1981 (Tito Puente, Charlie Palmieri, Steve Gadd, John Tropea, Carlos Franzetti, Willie Torres)
- Todo Se Va A Poder; Fania; 1984
- Aqui Se Puede; Fania JM-642; 1987
- Ritmo En El Corazon con Celia Cruz; Fania; 1988
- Tomorrow (2001) (Koch)
- Homage To Art (2003) (Sunnyside)
Gwelet ivez
kemmañDaveennoù
kemmañLiammoù
kemmañ- Skeudennoù ha tonioù (e saozneg)
- [ http://www.youtube.com/watch?v=RFxMUAwCxIA O kanañ] Guantanamera (doare personel)
- O kanañ Errante y bohemio