Raymond Centène
Raymond Centène, bet ganet d'an 20 a viz Meurzh 1958 e Banyuls de la Marenda (Bro-Gatalonia), zo eskob Gwened abaoe 2005, war-lerc'h François-Mathurin Gourves.
Beleget e voe e 1993 en eskopti Perpinyà. E miz Mezheven 2005 e voe anvet da eskob en eskopti Gwened gant ar pab Benead XVI.
Harpet en deus kevredigezhioù katolik hag emsavel. Souten a ra Ar Gedour, renet gant Eflamm Caouissin. E 2015 en doa savet rakger ar vandenn-dreset Santez Tereza vihan, troet gant Fabrice Coupechoux hag embannet gant Imbourc'h. E miz meurzh 2018 en deus anavezet Tiegezh Santez Anna en un doare ofisiel, evel "kumuniezh prevez a feizidi" stag ouzh eskopti Gwened.