Raymond Souplex
Raymond Souplex (Raymond Guillermain diouzh e anv gwir), bet ganet d'ar 1añ a viz Mezheven 1901 e Pariz hag aet da Anaon er memes kêr d'an 22 a viz Du 1972, a oa un aktour, ur saver divizoù ha senarioioù koulz hag ur fentour gall.
E 1937 e teuas brud dezhañ a-drugarez d'an dudenn a grouas-eñ – hini La Hurlette, klasker-bara ha prederour anezhañ – da-geñver an abadenn dalc'het war gwagennoù Radio Luksembourg : Sur le banc (War ar bank e brezhoneg). Berrarvestoù a veze c'hoariet a-gevret gant e geneilez Carmen (an aktourez c'hall Jeanne Sourza).
E 1957 e oa bet dibabet gant ar filmaozer Claude Loursais da gemer roll an enseller (ha komiser da c'houde) Antoine Bourrel en heuliad skinwel Les Cinq Dernières Minutes. Adalek 1958 betek 1972, a-hed c'hwec'h pennad ha hanter-kant, e voe-eñ klevet o tistagañ ar frazenn mil vrudet a gloze pep enklask : « Bon Dieu ! Mais c'est bien sûr ! ».
Kemeret en devoa perzh en un toullad mat a filmoù ivez, Sur le banc peurgetket, sevenet gant Robert Vernay e 1954.