Ready Player One (film)

Ready Player One
SDCC2017 - Ready Player One Panel (3) (36015043531).jpg
Filmdata
Titl orin : Ready Player One
Bro produiñ : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : 29 a viz Meurzh 2018
Yezh orin : Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 140 munutenn
Skigner : Warner Bros. Pictures
Boujedenn : 175 milion a zollaroù
Korvoder gros : 581,5 zollaroù
Pare
Filmaozer : Steven Spielberg
Produer : Steven Spielberg
Donald De Line


Dan Farah
Kristie Macosko Krieger

Skrivagner : Zak Penn

Ernest Cline

Sonerezh : Alan Silvestri
Rener al luc'hskeudenniñ : Michael Kahn

Sarah Broshar

Frammer : Janusz Kamiński
Aktourien

Tye Sheridan
Olivia Cooke
Ben Mendelsohn
T.J. Miller
Simon Pegg

Daneveller : Ernest Cline

Liammoù diavaez

Ready Player One zo ur film skiant-faltazi stadunanat produet ha sevenet gant Steven Spielberg. Skrivet eo bet gant Zak Penn hag Ernest Cline, diazezet eo ar senario war ar romant Ready Player One embanent e 2011. Er film e adkaver Tye Sheridan, Olivia Cooke, Ben Mendelsohn, Lena Waithe, T.J. Miller, Simon Pegg, ha Mark Rylance.

Istor ar film a dremen er bloavezh 2045. Darn eus an denelezh a implij ar program OASIS evit bevañ en ur bed niverennel. Un emzivad Wade Watts (Sheridan) a gav ez eus ur c'hoari er program a rofe an tu da c'hounez perc'henniñ war ar bed niverennel. Klask a ra harperien evit klask bezañ trec'h er c'hoari a-raok ma vefe graet gant un embregerezh ramzel prevez renet gant Nolan Sorrento (Mendelsohn).

Ar film a zo bet merzhet da vezañ disheñvel diouzh ar romant diazez, ul lod burutellenerien o lakaat war-raok e oa gwelloc'h ar film a-fed istor evit na oa ar romant. Rastellet ez eus bet 581 milion $ dre ar bed ; ar pevarzekvet film eo e-keñver arc'hant rastellet e 2018. Ar film a zo bet degemeret mat, met abeg zo bet kavet er fed e vefe re a adkemer eus bed sevenadurel ar bloavezhioù 1980-1990 hep degas nevezinti.

Liammoù diavaezAozañ