Rechnitz

kumun aostriat

Rechnitz (hungareg : Rohonc, Rohoncz, tchekeg : Rohunac, Sloveneg Prekmurje : Rohunc, romani: Rochonca) a zo ur gumun e Burgenland e distrig Oberwart en Aostria.

Skoed-ardamez Rechnitz

Douaroniezh kemmañ

E Su Burgenland emañ Rechnitz, tost ouzh harzoù Hungaria, e-kichen Bozsok[1] and Szombathely. Menezioù uhelañ Burgenland (alamaneg: Geschriebenstein, hungareg: Írott-kő) a gaver war dachenn ar gumun.

43,8 km² zo dindan ar gumun ha niver an annezidi a sav da 3 054 (1 Genver 2018)[2]


Istor kemmañ

Berek 1920/1921 e oa Rechnitz ur gumun eus Hungaria, evel ma oa stad Burgenland en he fezh. Abaoe 1898 e veze implijet an anv hungarek Rohonc, diwar urzh gouarnamant Budapest. E 1919, da-heul ar Brezel-bed kentañ ha dre feur-emglev Saint-Germain ha hini Trianon, e voe roet Burgenland da Aostria. Diwar 1921 e voe neuze ur gêr eus stad Burgenland.

E-pad an noz etre ar 24 hag ar 25 a viz Meurzh 1945 e voe lazhet e-tro 200 yuzev a orin eus Hungaria e-kichen Rechnitz. N'eo ket bet adkavet o c'horfoù c'hoazh[3] Ar skrivagnerez aostrian Elfriede Jelinek he deus savet ur pezh-c'hoari (Rechnitz – der Würgengel)[4]. diwar-benn al lazhadeg. Un darvoud heñvel a c'hoarvezas e Deutsch Schützen.

Politikerezh kemmañ

Engelbert Kenyeri (Sozialdemokratische Partei Österreichs |SPÖ) eo a zo maer Rechnitz. 23 dileuriad a zo er c'huzul-kêr :

  • 14 eus SPÖ
  • 9 eus ÖVP (sifroù dilennadeg 2007).

Gevellerezh kemmañ

Tud vrudet kemmañ

Daveoù kemmañ

  1. Bozsok :Welcome to Hungary!, Compalmanach http://www.1hungary.com/info/bozsok/
  2. Einwohnerzahl 1.1.2018 nach Gemeinden mit Status, Gebietsstand 1.1.2018.
  3. Historians Dispute Journalist's Claims: Mass Murder as Party Entertainment? - International - SPIEGEL ONLINE
  4. Le Monde, 29 a viz Mae 2010, pajenn 23

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.