Relic Entertainment

Relic Entertainment a zo ur studio sevel c'hoarioù video kanadian krouet er bloavezh 1997 ha lec'hiet e Vancouver. Ar studio a zo arbenikaet war ar sevel c'hoarioù video strategiezh. Prenet gant THQ e 2004, an embregerezh a zo bet gwerzhet da Sega evit ur sammad a 26 600 000 dollar d'an 22 a viz Genver 2013 goude freuzstal THQ.

Relic Entertainment
sevener c'hoarioù video
Tachenn obererezhioùvideo game industry Kemmañ
Deiziad krouiñ1997 Kemmañ
DiazezerAlex Garden Kemmañ
StadKanada Kemmañ
Lec'h diazezVancouver Kemmañ
Sez sokialVancouver Kemmañ
ProduHomeworld Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.relic.com Kemmañ

Istor ar studio

kemmañ

Relic Entertainment a zo bet krouet e Vancouver, Kanada gant Alex Garden ha Luke Moloney e 1997. Ar c'hentañ titl embannet a voe, Homeworld, embannet d'an 28 a viz Gwengolo 1999. Degemeret e oa bet mat-tre ha berzh mat a oa bet graet gant ar werzhadennoù. Ne oa ket bet kendalc'het al labour raktal war an heuliad c'hoari video gant Relic. Un heuliad a voe memestra anvet Homeworld: Cataclysm sevenet gant Barking Dog Studios hag embannet gant Sierra perc'henner gwirioù an heuliad.

Eil titl ar Studio Relic a voe Impossible Creatures, embannet gant Microsoft d'ar 7 a viz Genver 2003. Diaz istor ar c'hoari a zo ur bed dammijinet lec'hiet er bloavezhioù 1930. An tu a zo d'ar c'hoarierien da sevel luioù gant anevaled kemmesk eus tammoù korf lod all. Brud mat a oa bet war ar c'hoari met da geñver Homeworld e voe kalz siouloc'h an trouz tro-dro dezhañ.

Homeworld 2 a zo bet embannet d'ar 16 a viz Gwengolo 2003. Gant ma oa bet gwelaet ar grafikoù hag an endroioù kement evit an doare c'hoari da geñver an niverennn 1, an alioù a voe etre hag ar werzhadennoù a chomo a-dreñv re an tamm kentañ.

C'hoarioù video ar studio

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ