René Werneer
René Werneer zo ur biolinour (soner violoñs) gall a orin flamank (tu Belgia) hag en deus bet ur roll a-bouez e berzh strollad Alan Stivell e deroù ar bloazioù 70.
Dizoleiñ a reas ar sonerezh folk asambles gant ar soner Gabriel Yacoub (Malicorne, Alan Stivell). Deskiñ a reas seniñ gant ar violin dre selaou ar re all ha tremen meur a laziad e Breizh-Veur e-mesk ar sonerien folk niverus a oa eno. Buan e teuas da vezañ brudet-kaer e metoù ar sonerezh folk hag e deroù ar bloazioù 70 e voe pedet gant ar soner Alain Cochevelou da zont da c'hoari gantañ ; savet e oa strollad kult Alan Stivell. Asambles gant Gabriel Yacoub ha Michel Santangeli, e voe René Werneer unan eus ar sonerien bennañ a yeas d'ober ar strollad-se. Bommoù ha soloioù boemus e violin a c'haller klevet war meur a don brudet ("Tri martolod", "The trees they grow high", etc). Ur soner hep e bar a voe pedet da seniñ amañ hag ahont, gant ar strollad Iwerzhonat Planxty da skouer. E 1978 e voe skrivet er gelaouenn Rock & Folk : « Werneer a joué un rôle essentiel dans le mouvement folk et n'est peut-être pas tout à fait étranger au surprenant engouement qui se produisit en France vers 1973 pour le violon. ».
E 1975, goude bezañ kuitaet strollad Alan Stivell e savas, gant Michel Santangeli ar strollad "araoger" Ys (sonerezh rock pe folk-rock awenet gant sonerezh hengounel Breizh, Iwerzhon ha Bro-C'hall). Ne voe enrollet nemet ur bladenn. E 1976 e tilezas "Ys" hag ar sonerezh keltiek a-benn en em reiñ da vat d'ar sonerezh folk gallek hag e c'hoarias e-pad ur bloavezhig bihan gant ar strollad Malicorne.
E 1977 e krouas ar strollad L'Habit de Plumes gant meur a soner all (en o zouez Jean-Luc Chevalier ha Claude Alvarez-Pereyre). Ar bladenn gentañ, anvet "L'Habit de Plumes", ma c'halled klevet elfennoù rock, folk, pop, hengounel, krennamzerel, a blijas kalz d'ar vurutellerien.
Distreiñ a reas da sonerezh Iwerzhon er bloazioù 80 hag er bloazioù 90 e kemeras perzh er bladenn "Bel" (Gabriel Yacoub) gant e guatuor La réjouissance française.
Hiziv an deiz ez eo em roet d'ar c'helenn.