Republik Asti
Republik Asti a oa ur republik verrbad, savet e 1797 e kêr Asti, e Piemonte, en Italia, diwar efedoù an Dispac'h gall, donedigezh arme ar jeneral gall Napoleone Buonaparte da Italia, hag Arsav-brezel Cherasco.
En noz etre an 27 hag an 28 a viz Gouhere 1797, en em vodas ur bagadig keodedourien, hag er penn anezhañ an alvokidi Secondo Arò, Gioachino Testa, Felice Berruti hag ar medisin Secondo Berruti, enebet ouzh gouarnamant Savoia, da embann ar Repubblica Astese, Republik Asti.
Hounnezh a voe ur republik jakobin emren, etre daouarn ar bobl, met ne badas nemet tri deiz. D'an 30 a viz Gouhere e tegouezhas arme Rouantelezh Sardigna da adlakaat urzh ar roue en he sav en-dro.
Hiriv eo gwelet evel unan eus an emsavioù broadel a gasas da embann Unvaniezh Italia d'an 20 a viz Gwengolo 1870.
Istor
kemmañEn 1797 edo Rouantelezh Piemonte-Sardigna e peoc'h goude ur brezel ouzh Republik Bro-C'hall etre 1792 ha 1796. Trec'h e voe ar jeneral Napoleone Buonaparte en emgann Millesimo, ha sinet e voe Arsav-brezel Cherasco a-raok Feur-emglev Pariz (1796).