Republik Pobl Louhansk (RPL er stumm berr, e rusianeg Луганская Народная Республика, Louganskaya Narodnaya Respoublika) zo ur republik disrannour eus Ukraina en oblast Louhansk savet d'ar 27 a viz Ebrel 2014. D'ar 21 a viz C'hwevrer 2022 e voe anavezet he dizalc'hidigezh gant Rusia.

Луганская Народная Республика ((ru))
Луганська народна республіка ((uk))
Republik pobl Louhansk
Banniel Republik Louhansk Skoed


Kêr-benn
ha kêr vrasañ
Louhansk
Yezh ofisiel Ruseg
Melestradur
Dizalc'hidigezh Disklêriet d'ar 27 a viz Ebrel 2014 diwar Banniel Ukraina Ukraina
Klemmet gant Banniel Ukraina Ukraina
Anavezet gant Rusia
Prezidant Leonid Pasetchnik
Kentañ ministr Sergueï Kozlov

Moneiz roubl
Douaroniezh
Gorread 8377 km²
Poblañs 1 464 039
Stankter 175

Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022

kemmañ
 
Nerzhioù Rusia hag RPL asambles o vont war-zu Novoaidar, Meurzh 2022

E-kerzh aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, nerzhioù lu an RPL a oa bet o stourm gant nerzhioù Kevredad Rusia a-enep Ukraina. D'an 3 a viz Gouhere 2022, Rusia en doa embannet e bet aloubet holl Oblast Louhansk[1].

Dmitry Medvedev, bet prezidant Rusia ha goude-se bes-rener Kuzul Surentez Rusia, en devoa diskouezet e miz Gouhere 2022 ur gartenn ma oa bet staget un darn eus Ukraina gant an RPL ouzh Kevredad Rusia.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) 'Anadolu Agency, 03 Gou 22. Kavet : 15 Gwengolo 22.