Republikoù Rusia
Republikoù Rusia a zo sujidi a-ziforc'h e-touez 85 sujed Kevread Rusia. Pep a vonreizh o deus, ur "prezidant", ur parlamant, ha — sañset — e c'halljent disrannañ diouzh ar c'hevread. Ne veront ket o folitikerezh estren. Dre vras e vez roet statud ur republik d'un tiriad ma vez ur vinorelezh. Droad o deus da zibab o yezhoù ofisiel e-kichen ar rusianeg.
Gant o bonreizh eo resisaet petra eo anv o rener. El lodenn vrasañ anezho eo ar "Glava" (Глава e rusianeg, ar penn), e Tatarstan avat eo anvet prezidant (Президент e rusianeg). D'ur gouarnamant pe ur c'huzul ar vinistred emañ ar galloud seveniñ, ha d'ur Parlamant pe ur Vodadenn vroadel emañ ar galloud lezenniñ, evel m'emañ en holl sujidi kevreadel Rusia.
Kas a ra pep Republik, evel pep sujed kevreadel Rusia, daou zileuriet da Guzul ar C'hevread, kambr uhel ar vro.
Roll
kemmañBetek 2014 e oa 21 Republik. D'ar 14 a viz Meurzh 2014 e oa bet ebarzhet Republik Krimea ivez, met kement-mañ n'eo ket degemeret gant ar pep brasañ eus ar gumuniezh etrebroadel.
1. Adigea |
8. Kalmoukia |
15. Norzhosetia-Alania |