Republik Komi
(Adkaset eus Republik ar Gomied)
Ar Republik Komi (Коми Республика, Komi Respublika, e komieg; Респу́блика Ко́ми, Respublika Komi, e rusianeg), pe Republik ar Gomied, a zo unan eus Republikoù Kevread Rusia, lec'hiet er c'hornaoueg da Venez Oural. Syktyvkar eo ar gêr-benn. Er bloaz 2010 e oa 901 189 a dud o vevañ enni, dindan 415 900 km². Kalzik eus kêrioù ar Republik a zo bet savet gant prizonidi ar goulag.