Rhaeadr Bwlch yr Oernant

Lammoù-dour Horseshoe Falls, pe Rhaeadr yr Oernant e kembraeg, zo ul lamm-dour artifisiel war ar stêr Dyfrdwy e-kichen Llantysilio Hall e Sir Ddinbych, e Kembre, er c'hornôg da gêr Llangollen. Krouet e oa bet e 1808 gant Thomas Telford, ha savet da gas dour eus ar stêr da Kanol Llangollen, a zo ur skourr eus Kanol ar Shropshire Union. En amzer a-raok an hent-houarn e veze implijet ar ganol da gas mein-glas eus ar mengleuzioù betek ar Midlands.
Hiziv ne reer ken met merennañ e ti Vari Glazîoù er prad a zo dirak al lamm-dour.

Lammoù-dour Horseshoe Falls

Levrlennadur

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ