Rhoscrowdder (saoznekaet e Rhoscrowther) zo ur gêriadenn hag ur barrez eus Sir Benfro e mervent Kembre. Emañ e kreisteiz ar gontelezh, er gornaoueg da gêr Penfro, war lez an Afon Cleddau. E kumuniezh Hundleton emañ.

Iliz-parrez Rhoscrowdder

Er Grennamzer e oa Rhoscrowdder unan eus kêrioù brasañ kantrev Penfro.

Hiziv eo anavezet al lec'h abalamour ma'z eus ennañ ur burerezh tireoul, unan eus ar re vrasañ e Breizh-Veur.