Rhuddlan (kombod)
Rhuddlan a oa ur c'hombod e Kembre er Grennamzer. Asambles gant kombodoù Prestatyn ha Cwnsyllt ez ae da ober kantrev Tegeingl, e Perfeddwlad, e biz Kembre.
En em astenn a rae kombod Rhuddlan e kornaoueg Tegeingl, etre ar stêr Clwyd ha Bryniau Clwyd. En e gichen e oa kombodoù Cwnsyllt (Coleshill e saozneg) ha Prestatyn, koulz ha kombodoù Is Dulas (e kantrev Rhos), Is Aled (e kantrev Rhufoniog) ha Dogfeiling er c'hreisteiz hag er gornaoueg.
Kêr Rhuddlan e oa pennlec'h ar c'hombod ha hini kantrev Tegeingl e voe ivez diwezhatoc'h. Ul lec'h a bouez e oa, dre ma oa war an hent a gase, en arvor, eus Bro-Saoz da Wynedd. Ur c'hastell a voe savet eno gant ar roue Llywelyn ap Seisyllt e 1015 ha lez pennañ e vab Gruffudd ap Llywelyn e voe goude se. Tremen a reas ar c'hastell a zorn da zorn, meur a wech, e-pad an daou gantved goude. E-pad ur pennad e voe perc'hennet gant un aotrou norman, Robert of Rhuddlan. Prestik goude e voe savet kastell norman Rhuddlan war ribl ar stêr Clwyd gant Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz, adalek 1277.
D'ur mare e voe aloubet an tamm-mañ eus Kembre gant tud Mercia. Adtapet e voe gant Kembreiz renet gant Owain Gwynedd ha dont da vezañ ul lodenn eus kantrev Tegeingl. E-pad pell e voe perc'hennet gant rouaned ha priñsed Gwynedd, met er bloavezhioù 1270 e voe aloubet gant arme Bro-Saoz ha dont da vezañ ul lodenn eus Sir y Fflint e 1282, dre Statud Rhuddlan. Bremañ emañ ar vroig-se e Sir Ddinbych.