Dogfeiling
Dogfeiling a oa ur rouantelezh vrezhon e reter Gwynedd, e Kembre. Un isrouantelezh e Gwynedd e oa, krouet gant Dogfael, mab yaouankañ Cunedda. Berzh bras a voe gant Dogfeiling da gentañ. E 500 e perc’hennas ar roue Elnaw ap Dogfael rouantelezh Glastenning e Dumnonea. E vab, Cyndwyn Glas, a aloubas Caer Luit Coyt, e reter Pengwern, a roas d’unan eus e vibien.
Dogfeiling Dogfeiling | ||||
| ||||
Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha na oa ket anezho d'an ampoent. | ||||
Kêr-benn | ? | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disrannadur rouantelezh Cunedda | 445 | |||
- Staget ouzh Gwynedd | 700 |
Isrouantelezhioù Gwynedd |
---|
Afflogion • Dogfeiling • Dunoding • Edeyrnion • Meirionnydd • Osmaeliog • Rhos • Rhufoniog • Ysfeilion |
War-dro 642, roue Dogfeiling, Eludd ap Glas, a yeas da roue Powys pa varvas Selyf Sarffgadau en Emgann Caer Leon. Hêr ebet n'en doa avat, ha gant map Selyf ez eas Powys en-dro tra ma voe distrujet Pengwern gant Oswiu Northumbria e 656.
Remziad Dogfeiling a gollas Glastenning a voe tapet gant Wessex e penn ar VIIvet kantved ha pa varvas ar roue diwezhañ, Meurig ap Elaed, hep hêr war-dro 700, ne vire Dogfeiling nemet he douareier hengounel. Staget e voe Dogfeiling en-dro ouzh Gwynedd goude-se.
Listenn rouaned Dogfeiling (martezeüs eo ar bloavezhioù)
kemmañ- Dogfael ap Cunedag : 445,
- Elnaw ap Dogfael : 500 (roue Glastenning ivez),
- Cyndrwyn Glas : 550,
- N'anavezer ket anv ar rouaned etre 550 ha 642,
- Eiludd Powys : un tammig kent 642,
- Elaed ap Eiludd : 642,
- Meurig ap Elaed : 670-700.
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia