Ur rouantelezh vrezhon e ledenez Llŷn, e gwalarn Kembre, e oa Afflogion pe Cafflogion war-dro ar Vvet kantved.

Afflogion
Rouantelezh Afflogion
Flag
Vvet kantved – 480 Flag
Location of Afflogion
Location of Afflogion
Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent.
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Roue
 - ? - 480 Afloyg ap Cunedda
Istor
 - Rannañ a ra Cunedda e rouantelezh etre e vibien Vvet kantved
 - aloubet gant Rhos 480
E ledenez Llŷn edo rouantelezh Afflogion

Douaroniezh

kemmañ
 
Inizi Tudwal hag Abersoch

Unan eus an tri c'hombod a oa e kantrev Llŷn, e rouantelezh Gwynedd, e oa, a-hed aod Bae Ceredigion, etre Inizi Tudwal hag ar stêr Erch. Er c'hornôg edo kombodoù Cymydmaen Dinllaen.

E Pwllheli edo al lez. Abersoch (Soch), Castellmarch, ha Penyberth e oa ar c'hêrioù all.

Krouet e voe e dibenn ar Vvet kantved pa voe rannet Gwynedd, e rouantelezh, gant ar roue Cunedda etre e vibien.

Gant e vab Afloeg ap Cunedda ez eas ar c'hornad-se hag anvet e voe diwar anv an aotrou. Se zo kaoz e seblant reishoc'h ar stumm Aflogion, goude ma veze skrivet Cafflogion er Grennamzer. Un isrouantelezh e oa, sujet da rouantelezh Gwynedd. Divarrek e voe e ziskennidi da virout o galloud, avat.

Aloubet e voe gant Einion ap Cynlas, roue Rhos, war-dro 480.

Gwelout ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • A. D. Carr, 'Medieval Administrative Units', yn Atlas of Caernarvonshire (Caernarfon, 1977)
Isrouantelezhioù Gwynedd
AfflogionDogfeilingDunodingEdeyrnionMeirionnyddOsmaeliogRhosRhufoniogYsfeilion