Riad Mousa al-Asaad (arabeg: رياض موسى الأسعد), ganet e 1961, a oa penn uhelañ Lu Dieub Siria. A-raok bezañ e penn al luskad milourel-se e oa koronal e aerlu Siria a-raok kuitaat e bost e Gouhere 2011.

Darn eus e familh a zo bet lazhet gant nerzhioù gouarnamant Bashar al-Assad.

Krouidigezh Lu Dieub Siria

kemmañ

Goude ma voe kroget ar feulster e Siria e miz Meurzh 2011, ar c'horonal Riad al-Asaad en devoa embannet d'ar 4 a viz Gouhere e zilez diouzh Aerlu Arab Siria hag a oa emezelet e Luskad an Ofiserien Dieub.

D'an 29 a viz Gouhere 2011, al-Asaad gant lod ofiserien all hag o devoa kuitaet nerzhioù lu Siria a embanne e oa bet krouet Lu Dieub Siria. Ar pal a oa stourm a-enep, ha distroadañ, gouarnamant Bashar al-Assad.

Ar c'horonal Asaad a nac'h diouzhtu e vefe roet an tu da Vashar al-Assad da guitaat ar vro bev, bountañ a ra evit ma vefe ur stourm betek ma vefe riñset gouarnamant Siria da vat.

D'an 22 a viz Gwengolo 2012, Lu Dieub Siria a embann ez eo choazet kemmañ penn-lec'h eus Turkia betek "tiriadoù dieubet" e Siria.

E miz Du 2012, o klask kaout un harp kreñvoc'h a-berzh Arabia Saoudat, an emsaverien a embann e fell dezho fiñval o lec'h pennañ e Siria atav. Ar jeneral al-Sheikh a oa aet betek livañ gevier ha diskleriañ e oa bet graet e miz Gwengolo 2012.

Emglev peoc'h c'hwitet an ABU e 2012

kemmañ

Goude ma vefe bet ensellerien milourel an ABU o tont e Siria, al-Asaad en devoa embannet un emglev nann argadiñ evit an holl nerzhioù. Goulennet e oa bet gant Kofi Annan evit ar steuñv peoc'h evit Siria.

En desped da-se goude nebeut devezhioù e embanne al-Asaad e oa adkroget gant an tagadennoù a-berzh ar rebeled dre ma ne vefe ket bet sentet gant nerzhioù lu gouarnamant Siria da baouez an emgannoù evel prometet. D'an 31 a viz Mae 2012, ar c'horonal al-Asaad a c'houlenne gant Kofi Annan paouez gant ar steuñv peoc'h a oa un taol kleze en dour hervezañ.

Renkadur e Lu Dieub Siria

kemmañ

Ar c'horonal Kasim Saaduddin, ezel da Lu Dieub Siria en deus bet embannet ne oa ket renet en gwirionez al luskad gant ar c'horonal al-Asaad. Al-Asaad eus e du a embann ez eo eñ ar penn gwirion en un atersadenn.

D'an 8 a viz Kerzu 2012, en Antalya, Turkia, Asaad a oa erlec'hiet gant ar Jeneral brigadenn Salim Idris evel penn uhelañ milourel Lu Dieub Siria.

Burutelladennoù

kemmañ

Lod emsaverien da Vashar al Assad o deus kerse ouzh ar c'horonal al-Asaad. E kêr Salamiyah, ur vanifestadeg a oa bet d'an 3 a viz Eost 2012 o embann "Aotrou Jeneral Riad al-Asaad, e-pad ma oa hor gêr o emsevel evit ar wech kentañ e oac'h c'hwi, o labourat evit gouarnamant Assad".

Tabutoù

kemmañ

Riad al-Asaad en deus bet diskleriet gerioù o deus bet feuket an dud. Embannet en deus e oa an tagadennoù emlazh dre bombezenn "an integral part of revolutionary action, of Free Syrian Army action."

En ur filmig lakaet enlinenn d'ar 26 a viz Meurzh 2013, ar c'horonal Riad al-Asaad a zifenne islamisted an Talbenn al-Nusra, o tiskrivañ anezho evel "omp breudeur en Islam". E-pad peurrest an atersadenn e gendalc'he o tisplegañ e oa bet Lu Dieub Siria o reiñ un harp milourel d'al-Nusra en e stourm a-enep ar gouarnamant Ba'ath.

Un disrann a zo bet e Lu Dieub Siria gant ul lodenn eus an aozadur o vont dindan sujidigezh Turkia, ar re-se a embann ez eo liammet don al-Asaad gant al-Qaeda.