Rikardis Katarina
Rikardis Katarina, pe Richardis Catharina (1370/1372-1400), a oa ur briñsez svedat, eus Mecklenburg e gwirionez, merc'h da Alberzh Sveden, roue Sveden, ha d'e bried Richardis, rouanez Sveden[1].
Dimeziñ a reas e Praha e 1388 da Johan Bohemia (1370-1396), margrav Moravia ha dug Görlitz (Lusatia), a oa mab da Karl IV an Impalaeriezh Santel. Er bloaz goude e voe diroueet he zad.
Goude eizh vloaz a briedelezh e varvas he fried e 1396, d'an oad a 26 vloaz. Pevar bloaz goude he fried e varvas an intañvez yaouank.
Ur verc'h o doa, Elisabet Iañ Luxemburg
Levrlennadur
kemmañChrister Engstrand, Sverige och dess regenter under 1000 år.