Ar Risle zo ur stêr e Normandi, adstêr d'ar Saena war he lez kleiz. 144 km eo he hed.

Ar Risle e-kichen Le Noyer-en-Ouche

Eieniñ a ra en departamant Orne, er gornaoueg da L'Aigle, ha treuziñ a ra an departamant Eure eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz betek en em deurel e genoù ar Saena, war he lez kleiz, e-kichen Berville-sur-Mer ha Saint-Samson-de-la-Roque. Pays d'Ouche a reer eus he zraoñienn uhelañ. En he lodenn izelañ e tisparti broioù Lieuvin ha Roumois.

D'an 30 a viz Gouere 2012 e oa aet ar Risle diwar-wel, en ur ponor, etre La Ferrière-sur-Risle ha La Houssaye. Redek a ra dindan an douar war-hed 8 kilometr a-raok dont war-wel en-dro[1].

Ar Charentonne eo he adstêr bennañ.

Redek a ra ar Risle dre ar c'humunioù-mañ :

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ